Plijidi
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Kumunioù Breizh | |
---|---|
Plijidi | |
{{{skoed}}} | |
Departamant | Aodoù-an-Arvor |
Bro hengounel | Bro-Dreger |
Arondisamant | Arondisamant Gwengamp |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Bro Voulvriag |
Bro 'Voynet' | Bro Wengamp |
Pastell-vro votiñ | {{{Pastell-vro}}} |
Kanton | Kanton Boulvriag |
Kod INSEE | 22189 |
Kod post | 22720 |
Maer Amzer gefridi |
Yolande Barbedette 2001-2008 |
Gorread | 2 579 ha = 25,79 km² |
Hed | 48.27° |
Led | -3.07° |
Uhelder | keitat : 120 m bihanañ : 95 m brasañ : 268 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 635 (1999) |
Stankter | war-dro 24 |
{{{kartenn}}} |
Plijidi, (Plésidy gant ar skritur kozh pe ofisiel), a zo ur gumun a Vro-Dreger, e Departamant Aodoù-an-Arvor (kod-post 22720). Lec'hiet eo ur pemzek kilometr bennak er c'hreisteiz da Wengamp, ur seizh kilometr bennak eus Boulvriag hag a zo er c’hornôg. Ar parrezioù all e-kichen a zo Sant-Rian, Sant-Pever, Senven-Lehard, Sant-Konan ha Magor. Emañ Plijidi war harzoù Bro-Gerne er su ha Bro-Oueloù.
Lec'hiet eo Plijidi evel Gwengamp war bladenn Pentevr. He gorread a zo 2579 ha. Treuzet eo gant an Trev, ur stêr a rae an disparti etre Plijidi-Treger, ar Plijidi a-vremañ, ha Plijidi-Goueloù, deuet da vezañ Senven. 250 m uhelder eo an dosenn uhelañ, hag ar bourk a zo en 207 m. uhelder. 638 annezad a zo enni, 120 den ouzhpenn ma vez kontet tud Skolaj Diwan Bro-Dreger.
[kemmañ] Istor
Tud a zo o chom e Plijidi abaoe meur a vilved. Peulvinier kozh-tre a zo, en o zouez hini Kaelouan ha hini an Toull Du.
Romaned zo bet amañ rak kavet ez eus bet restajoù ur c'hamp roman war dachenn ar gumun.
Er VIvet kantved ez eo bet diazezet ar barrouz gant Sedi, ur manac'h breizhat dianavezet moarvat, hag en deus roet e anv d'ar vro. Plijidi a dalvez kement ha "ploue" pe parrouz an aotrou "Sedi" . Un anv eo hag a oa douget e Kembre gwechall-gozh ivez.
E 1371, e oa anvet Plijidi, Ploesedi. Bet eo anvet Plijidi-Treger goude se ivez.
Aloubet eo bet ar vro d’an 20 a viz C'hwevrer 1796 gant ar Chouanted.
Ouzhpenn kant den yaouank eus Plijidi a voe lazhet e-kerzh ar Brezel bed kentañ. Gwelet e vez o anv war vonumant ar re marvet er brezelioù.
Gant an arme alaman e voe aloubet ar gumun e-pad an Eil brezel bed. Er savadur a zo ur skolaj bremañ e oa bet graet un ti-lojañ soudarded. E-pad ar brezel-se e oa kalz a dud eus ar vro o stourm a-enepti, hag un emgann bras a zo bet nepell alese e Koad Malaouen.
[kemmañ] Buhez ar gumun
Teir skol a zo e Plijidi : ur skol bublik gant tro-dro da 55 bugel enni, ur skol brevez (Sant-Jozef) gant war-dro 30 bugel ha skolaj Diwan gant 115 skolajiad (2004-2005). E ti-kêr Plijidi ez eus 5 den o labourat. Ar vaerez a zo Yolande Barbedette (2006).
[kemmañ] Brezhoneg
Ur skolaj divyezhek a zo eno abaoe 1995. Ar skolaj nemetken eo er gumun [1].