Gwezboell
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar ger gwezboell (gwyddbwyll e kembraeg, fidchell en iwerzhoneg) a veze implijet gant ar Gelted evit ober anv eus ur c'hoari heñvel un tamm ouzh an echedoù, a-raok d’ar c’hoari-se bezañ anavezet en hor broioù (anv zo anezhañ er Mabinogi da skouer). Ur c'hoari strategiezh e oa, c’hoariet a-zaou, gant pezhioù lakaet war un tablez. Diwar an nebeud a ouzer diwar-benn ar c’hoari fidchell eus Iwerzhon hag ar c'hoari tawlbwrdd eus Kembre, eo bet adsavet ar c’hoari gwezboell gant Keit Vimp Bev.
Heñvel a-walc’h eo reolennoù ar c’hoari-se ouzh ar re implijet en ur c’hoari a oa gant ar Vikinged, anvet Hnefatafl.
Taolenn |
[kemmañ] Ar c'hoari
Er c’hoari gwezboell, en enep d'an echedoù ha d'ar c’hoari damez, e vez daou du digempouez o nerzh o keveziñ, ha ganto palioù disheñvel. War un tablez 81 c’harrrezennig (9x9) e vez c’hoariet. Ar roue zo gwarezet en e gastell kreiz, gant eizh priñs. Gant o skoazell e klask tec’hout diouzh e enebourien dre dizhout unan eus pevar c’horn an tablez. C’hwezek enebour en deus, pevar-ha-pevar. Klask a reont tapout ar roue dre c’hronnañ anezhañ ha mirout outañ a fiñval.
[kemmañ] Ar ger
Ar ger brezhonek gwezboell, evel e gevatal e kembraeg ("gwyddbwyll") pe en iwerzhoneg ("fidchell" en heniwerzhoneg, "ficheall" bremañ), a zeuje eus ur wrizienn *widu-kwêllâ. An elfenn gentañ, *widu-, zo ur wrizienn indezeuropek a dalvez prenn, koad. Roet he deus, e brezhoneg bremañ, ar ger gwez, met ivez an tamm kentañ eus ar verb gouzout. An eil elfenn, *kwêllâ, a dalveze gwelout, ha roet he deus ar brezhoneg modern poell.
[kemmañ] C'hoarioù all heñvel
Hnefatafl zo ur c’hoari zo meneget alies e sagaoù ar Vikinged. Ar c’hoarioù Tafl a veze c’hoariet gant ar C'hermaned kozh. En implij int bet e Hanternoz Europa a-bezh betek an Azginivelezh pa voe kemeret o flas gant an echedoù.
Tawlbwrdd ha Gwyddbwyll a oa anavezet er Grennamzer e Kembre. Un dornskrid eus 1587, miret e Levraoueg Vroadel Kembre a zispleg deomp e oa an Tawlbwrdd ur c’hoari war un tablez 121 garrezennig (11x11). C’hoari Gwyddbwyll a rae ar roue Arzhur a-enep Owain hervez marvailhoù Kembre. Bremañ e vez implijet ar ger gwyddbwyll e kembraeg evit komz eus an echedoù.
Fidchell a veze c’hoariet en Iwerzhon er Grennamzer ivez. Deuet eo ar ger ficheall en iwerzhoneg bremañ da dalvezout echedoù.
Bran dub pe Bran dubh a oa ur c’hoari heñvel, meneget en dornskridoù iwerzhonek kozh ivez.
Ard rí a oa ur c’hoari eus Bro-Skos ha ne ouzer ket kalz a dra diwar e benn.
Tablut, eus Laponia, eo ar c’hoari a anavezomp ar gwellañ, dre m’eo bet displeget e reolennoù gant ar skiantour Linnaeus e danevell e veaj da hanternoz Sveden, e 1732. Marteze a-walc’h ez eo ar c’hoari-se un diskennad da c’hoari Hnefatafl ar Vikinged. An elfenn "tafl" ennañ ("Tafel" en alamaneg) a dalvez "tablez".