Web Analytics

See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Girolamo Savonarola - Wikipedia

Girolamo Savonarola

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Girolamo Savonarola, poltred gant  Fra Bartolomeo, war-dro 1498.
Girolamo Savonarola, poltred gant Fra Bartolomeo, war-dro 1498.

Girolamo Savonarola, ganet d'an 21 a viz Gwengolo 1452 ha kaset d'ar marv war ur geuneudeg d'an 23 a viz Mae 1498, oa ur manac'h dominikan hag ur prezegenner italian a renas e Firenze adalek 1494 betek 1498. Anavezet ivez gant an anv Hironymus Savonarola, brudet eo evit e adreizhadurioù relijiel aozet a-enep spered an Azginivelezh. Aozañ a reas "keuneudeg ar fougeoù" e lec'h ma voe distrujet ur bern oberennoù arzel. Tagañ a reas kalz breinadur buhezegezh an Iliz hag ar gloer. Ar mennozioù-mañ a reont deoutañ un araoger eus an adreizhadurioù protestant, memes ma z'eo chomet ur c'hatolik roman a-hed e vuhez. Lidoù vez aozet bepred en e enor e Firenze.

Taolenn

[kemmañ] Yaouankiz

Abred kennañ, Savonarola a voe dedennet gant ar c'hudennadurioù hag ar brederioù relijiel en ur studiañ ar Bibl hag oberenn Aristoteles. Studiañ a reas e skol-veur Ferrare e lec'h ma dapas un diplom a ziwar-benn an arzoù. Endeo e c'heller santout e sav-poentoù enepkloer e-barzh ur barzhoneg, anvet De Ruina Mundi, a skrivas pa oa 20 bloaz. An destenn a zo diwar-benn distujañ ar bed. Er memes prantad, e dibabas mont war zu ur vuhez speredel, hag e varzhoneg De Ruina Ecclesia (skrivet e 1475) a ziskouez an dismegañs en eus war ar gloer roman. Termeniñ a ra ar rummad-mañ evel "ur c'hast lorc'hus ha gaouiat". E 1475, e deuas da vezañ dominikan ha mont a reas da vanati Sant Dominique eus Bologne. Kregiñ a reas da studiañ an doueoniezh (skol-veur Bologne a oa unan eus ar re wellañ er maread-mañ), goude mont a reas e manati Santez Maria-an-aheled, ha diwezhatoc'h, e 1482 e voe kaset da Firenze gant e urzh manac'hel. D'ar mare-se, e veze rebechet da Savonarola non-paz bezañ ur brezegenner hag ur c'homzer mat. Ar pezh a c'hellfe bezañ gwir peogwir ne en em lakas ket war-wel a-rak ar bloavezhioù 1480. Ouzhpenn da-se n'eo ket bet remerket pa z'eas kuit eus ar ger italian evit distreiñ da Vologne. Aze e grogas da gelenn ha dont a reas da vezañ mestr war ar studioù. E 1490, Giovanni Pico della Mirandola a c'houlennas dezhañ distreiñ da Firenze, e lec'h ma Savonarola a deuas da vezañ e gofesour.

[kemmañ] Esped e Firenze

D'ar mre-se, kloer an Iliz katoloik roman a zae war breinat, ha ne roe ket muiñ ar skouer d'ar boblañsoù. Ar bapiezh oa direol ha treuzimplijet gant ur gloer a dremene e amzer da werzañ "induljañsoù" evit saveteiñ eneoù ar berc'herien. A-benn en em gwareziñ eus se, Savonarola a en em lakas da gostez eus ar bed en ur studiañ a-hed an amzer ar Bibl ha testennoù tadoù an Iliz. An testennoù-se zo deuet da vezañ ur skoed evitañ. E Firenze en iliz Sant Marco e vuhezas ur buhez diazezet war an drouk hag ar c'hastizoù (prantadoù bac'het barzh kambroù bihan ha diasun, un implij reoliek eus ar gouriz-reun). Met gant e sarmonoù e lañsas adreizhadurioù sokial dibar e istor ar gristeniezh. En desped d'ar fed ma Savonarola oa un den gouiziek war an doueoniezh, ne glaskas ket, evel Martin Luther pe Jean Calvin sevel un aozadur a-enep d'an Iliz. C'hoant en eus reneveziñ ha gwellat anezhi. Hervezañ eo ret d'ar gristenien ober war dro eus o vuhez en ur lakat enni muioc'h a vadelezh e lec'h treuzimplij barregezhioù mab-den gant palioù loc'hus. Enebién a reas ouzh ar bompad, buhezioù savet war ar brofid, breinadur ar re galloudus hag hini an Iliz, hag an dud disachet gant ar gloar.

Laurenzo Medici, brudet evit bezañ ur madoberour bras, oa bet o gwareziñ Savonarola e-pad ur prantadig. Met Savonarola a tage bepred ar familh Medici e-pad e sarmonioù. Laurent a enouestlas Fra Mariano evit, ur brezegener brudet, evit enebiñ ouzh ar manac'h. Met en desped d'ar fed ma Mariano oa barrek kennañ war tachenn ar c'homzoù hag ar gerioù, e dilezas e garg pa welas pegen efedus oa sarmonoù Savonarola. Un nebeut amzer goude, an doueoniour a diouganas donedigezh ur Cyrus nevez a dreuzfe Italia. Pa ar roue gall Charlez VIII erruas e Toscana e 1494, an darvoud-se a gardranas komzoù ar Savonarola.

[kemmañ] Ar gouarnamant teokratel

Diskaret eo bet galloud ar familh Medici gant ar roue gall e 1494. Savonarola a zeas e darempred gant Charlez VIII a-benn kavout un emglev peoc'hus ha kuitas ma vefedistrujet ker Firenze. Ar ger italian he deus bet ar gwir da zibab o unan o sitem gouarnamantel. Savonarola a en em gav e-penn unan eus kerbennoù an Azginivelezh. Staliañ a reas ur republik demokratel savet war ur patrom arnevez awalc'h. He dermeniñ a ra evel ur "Republik kristen ha relijiel". Lakat a reas e plas lezennoù evel ur c'hastiz d'ar marv evit heulierien ar sodomiezh. Met klask adsevel a reas sistem an tailhoù en un doare reizhoc'h, difennet eo ar boureverezh, an uzurerezh, staliañ a reas ul lez-galv hag ur rouedad a-benn sikour ar re baour. Al lezennoù-se a levezono dreist-speredoù european e-pad un nebeut kantvedoù. Met Savonarola a en em gavas gant enebourien evel dug Milano Ludovico Sforza hag ar pab Aleksandr VI. Gant e destennoù skrivet a-enep ar familh Medici (rebechiñ a rae dezho bezañ breinet ha bevañ er perc'hed) e bountas annezidi Firenze d'he skarzañ e 1495. Adalek ar mare-mañ Savonarola oa deuet da vezañ penn nemetañ un diktatouriezh teokratel e lec'h ma, evel ma disklerias, Jezuz-Krist oa "roue pobl Firenze".

Savonarola a glaskas sterniañ ha kemer e karg yaouankiz ar ger italian. Ret e oa d'ar grennarded mont ha dont e-barzh Firenze, gwisket gant dilhadoù gwenn-kann ha lakat an annezidi da reiñ an aluzenn (rediet aliesoc'h aliesañ). E 1497 e savas, gant e ziskibien, "keuneudeg ar fougeoù". Implijout a reas yaouankiz Firenze evit ma zafe da gerc'hat e-barzh tiegzhioù an dud pep tra pe pep objed diskleriet direizh hag a c'helfe kas d'ar perc'hed: melezour, traetoù, skeudennoù diskleriet "fall" ha "direizh", toud al levrioù skrivet war dodennoù all eget ar relijion (kristen evel just), ar c'hoarioù, gwiskamantoù a-bep seurt, levrioù a varzhonegoù evel reoù Petrark pe Boccace. Ouzhpenn da se Savonarola a enkas pep oberenn arzel a c'helle: da skouer taolennoù Sandro Boticelli kollet da virviken(an arzour hag oa deuet da vezañ devot kennañ a gasas eñ e unan e oberennoù d'an tan).

Met buhan awalc'h, ker Firenze a zeas skuizh gant aferioù ha boazioù Savonarola. E-pad sarmon Yaou-Bask ar 4 a viz Mae 1497, ur strollad tud yaouank a lañsas ur gabaduilh, ur gabaduilh hag a deuas da vezañ un emsav. Goude-se eo bet ad-digoret an tavarnioù hag al lec'hioù c'hoari, memes e lec'hioù foran.

[kemmañ] Toull-bac'h ha kastiz d'ar marv

Eskumugnet eo bet Savonarola gant ar pab Aleksandr VI an 23 a viz Mae 1497. Hag e 1498 ar pab a goulenn e vefe harzet ha kaset d'ar marv. Tamal a rae dezhañ bezañ un disivouderien, un diouganer, un dispac'her a-enep an Iliz ha d'ober fazioù ha da gemmañ ster an destennoù relijiel. Den ebet na c'hellas prouiñ e oa Savonarola un disivouderien, estreget ar fed ma Savonarola a disklerias e oa levezonet e gomzoù gant Doue. Daou manac'h voe lazhet evit bezañ bet o heuliañ hag o difenn komzoù Savonarola diwar-benn e varegezhioù da ziouganañ.

Toull-bac'het e voe e-pad 50 devezh. Er c'houlz-mañ e voe boureviet div wech: ur wech gant tud ker Firenze hag ur wech all gant un den kaset eus Roma. Gant ur c'horf gloazet hag an div-wrec'h torret e dezrevellas steradurioù ar psalmoù. Ur steradur hag a levezono diwezhatoc'h an adreizhadurioù dominikan e Bro-Spagn (hugent bloaz a-raok Luther) hag e Su-Amerika.

Ur wech erruet devezh ar c'hastiz d'ar marv en eus bet keuz da vezañ bet laret, e-pad ar boureverzeh, ne oa ket aouennet gant Doue e-pad e ziouganoù. Diskleriañ a reas en oa c'hoant e vefe gouiet se gant an dud: laret en eus gevier abalamour d'an aon eus ar boureverezh. Goude-se e gomzas da Sylvestro ha Domenecio, an daou manac'h kondaonet d'ar marv gantañ. Lavar a reas dezho ne oa ket ret kaout aon eus ar marv pe bezañ trubuliet abalamour d'an doare da vervel, met ret eo asantiñ dibaboù Doue evito: "N'omp ket mestr war hor marvioù". Ha diskleriañ a reas ne vefe ket ret ober klemm pe dikleriañ e oant tud digablus, abalamour d'ar fed ma Jezuz-Krist, ur wech erruet war ar groaz, na reas ket.

Pa z'eont bet kaset er Palazzo de la Signoria, eo bet goulennet dezho gant dominikaned tennañ ar gwiskamantoù dominikan kuitas d'an urzh relijiel koll e enor. Met Savonarola a respontas dezho: "O reiñ deoc'h ne rin ket, met tu zo deoc'h o gemer". Goude-se ur c'hannad eus ar pab a deuas d'o lar e oan kondaonet evel disivouderien ha diforc'herien eus ar relijion ha dre-se skarzet eus an Iliz stourmer ha trec'h hag eus Iliz an Douar hag an Neñvoù. Savonarola a respontas e c'helfe o skarzañ eus an hini gentañ (an Iliz amzeriat) met ket eus an eil, rak warni mab-den n'eus mestroniñ ebet.Goude-se kannad ar pab a laras dezho e oant bet digabluset gant Aleksandr VI dre un induljañs peurvat profet dezho. Dre-se e erruint d'ar baradoz hep tremen dre kastizoù ar purgator.

Krouget ha devet war ur geuneudeg int bet war ar blasenn e lec'h ma oa bet savet "keneudeg ar fougeoù". Ar bourevien en ije laret da Savonarola "hiziv an neb a fele dezhañ deviñ ac'hanon a vez profet d'an tan". Niccolò Machiavelli viche deuet da welet marv Savonarola. Goude-se ar familh Medici a zistroas da gemer ar galloud e Firenze. Met memes goude e varv, Savonarola a dalc'has ul levezon kreñv awalc'h war ar ger italian. Da skouer Botticelli na livas ket muiñ a dud e noaz war e daolennoù. Ur blakenn a zo bet lakaet war leur ar Piazza della Signoria e Firenze evit diskouez pelec'h oa keuneudeg Savonarola. Hiziv an deiz an diouganer a zo azeulet c'hoazh gant ul lodenn bihan a annezidi eus Firenze.

[kemmañ] Levrlennadur

  • Sermones Quadragesimales super Archam Noe. Venezia, Pietro de' Nicolini da Sabio per Francesco e Michele Tramezzino, 1536. Holl sarmonoù Savonarola zo bet biskrivet gant selaouerien'zo, hag embannet int bet gant ar breudeur Tramezines e Venezia.
  • Les Héros de la Foi gant Orlando Boyer embannadurioù VIDA.
  • Savoir mourir : les derniers jours de Savonarola, Ivan Illich, testenn lakaet e levr gant David Cayley goude tabutoù ha kaozadennoù gant Ivan Illich e 1996.
  • Life and Times of Girolamo Savonarola in IV volumes (1888) gant Pasquale Villari
  • Scourge and Fire: Savonarola and Renaissance Florence (2006) gant Lauro Martines, ISBN 0224072528
  • Savonarola and Florence (1970) gant Donald Weinstein
  • The Life of Girolamo Savonarola (1959) gant Roberto Ridolfi
  • The Meddlesome Friar (1957) gant Michael de la Bedoyere
  • Savonarola (1930) gant Piero Misciattelli
  • Savonarola: A Biography in Dramatic Episodes (1927) gant William Van Wyck. (C'hoariva)
  • The Renaissance (1953) gant Will Durant
  • The Florentine Monk (1869) gant Charles Spurgeon
  • The history of the popes, from the close of the Middle Ages : drawn from the secret archives of the Vatican and other original sources, 40 vols. (1891) gant Ludwig von Pastor. Selt e-barzh vol. V, 171ff., Corruption of the Italian Clergy of all Ranks, ha 181ff., Fra Girolama Savonarola.
  • Savonarola: his Contest with Paganism (1851) gant Orestes Brownson

Static Wikipedia (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -

Static Wikipedia 2007 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -

Static Wikipedia 2006 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu

Static Wikipedia February 2008 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu