Geisha
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Graet e vez 'geisha' (芸者) e bro Japan eus ur vaouez a zoareoù a vez gwerzhet ker pe geroc’h he servijoù d’he fratikoù. Goueslet e vez he buhez ganti da arzoù-kaer ha hengounel bro Japan. Gallout a reer treiñ ar ger « geisha » da « vaouez an arzoù » pe « vailhez war vicher an arzoù ». Niverus e oa ar geisha-ed en XVIIIvet ha XIXvet kantvet. Chom a ra anezho c’hoazh hiziv an deiz daoust d’an hengoun da vont war gil.
E rannyezh Kyōto, e vez lavaret geiko (芸妓) e-lec’h geisha ha maiko (舞妓) evit an deskardezed (a vez gret anezho ivez hangyoku pe oshakusan e lec’hioù all).
[kemmañ] Istor
Orin ar geisha a gaver en taikomochi pe hōkan, da lâret eo kement ha furlukined ar grennamzer en Europa. Paotred e oa ar geisha kentañ neuze. Deuet eo bet tro ar merc’hed da c’houde (a veze graet anezho onna geisha (女芸者) – maouez geisha-). Hiziv an deiz n’eus nemet maouezed.
Gwerzhet e veze krouadurigezed bihan gant o familhoù paour da diez ispisial, an okiya (置屋), hag a rae war dro sevel an danvez geisha. Kregiñ a rae ar vugale da vezañ mitizhien ha skoazelerezed en ti evit deskiñ o micher ha paeañ o studioù e-pad bloavezioù a-raok mont da c’heisha.
Kregiñ a raent yaouank-tre da zeskiñ o arzoù, evel seniñ (dreist pep tra ar “shamisen“), kanañ ha dañsal, ober ar chanoyu (lid an te), an ikebana (aozañ bokedoù), anavezout barzhonegezh ha lennegezh hengounel ar vro. Deskiñ a raent ivez ar “kitsuke” (penaos gweskiñ ha kempenn ar c’himono), ar gozeadennezh, c’hoarioù ha kement ‘zo evit plijadur o fratikoù.
N’eo ket gisti ar geisha, met kentoc’h ostized ha maouezed desket kaer hag uhel o doareoù hag a labour nemet evit tud pinvidik, ha n’int ket rediet d’ober gwele ganto.
Hiziv an deiz e vez krennarderezed tro dro pemzek bloaz hag a grog -diwar o youl- gant an deskoni. Chom a ra hir ha diaes koulskoude.
[kemmañ] Filmoù
- 1953 Sonerien Gion (Fest Gion ; Gion bayashi) gant Kenji Mizoguchi.
- 1961 Darvout Geisha (Cry for happy) gant George Marshall.
- 2005 Eñvorennoù ur geisha (Memoirs of A Geisha) gant Rob Marshall, produet gant Steven Spielberg. Savet eo ar film diwar al levr Geisha gant Arthur Golden.
[kemmañ] Lec’hiennoù en diavaez
- Hanami Web - Geisha (saozneg)
- Ar Geisha e bro Japan
- Reportaj video e Kyoto
- Ar geisha
- Geriadur ar Geisha
- Lubomir Cernota Fotograf - Skeudennoù