Fablenn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar fablenn zo un danevell verr, berr-tre zoken peurvuiañ, skrivet e gwerzennoù kentoc'h evit e komz-plaen en sell da gelenn. Perzhioù arall he deus: lakaat a ra an anevaled da gomz, a-wechoù ar plant, pe nerzhioù an natur, pe traoù zoken. Antropomorfekaet e vezont, da lavarout eo e vez roet perzhioù denel dezho.
Prim e vez ar c'homzoù, ha fent a vez alies. Ur gentel a vez ivez, lavaret fraezh gant an oberour peurvuiañ, e dibenn ar skrid kentoc'h eget er penn kentañ, anat d'al lenner a-wechoù.
N'eo ket evel ur barabolenn eta, rak nemet tud ne vez er parabolennoù.
Taolenn |
[kemmañ] Gerioù
Dont a ra ar ger fablenn eus ar ger latin "fabula" ( "istor"), deuet eus ar verb "fari" ("komz").
[kemmañ] Istor
Anavet eo ar fablenn a bell zo, graet e veze fablennoù e Mezopotamia 4000 bloaz zo. Kavet ez eus bet taolennoù eus levraouegoù-skol an amzer-hont ma lenner istorioù eus lern lorberien, kon diampart ( « Ki ar gov ha n'en doa ket gallet diskar an annev a ziskaras ar podad dour »), olifanted (« Ur flemmerez diskennet war gein un olifant a c'houlennas digantañ ha ne oa ket re bonner ha ne vije ket gwelloc'h dezhi nijal kuit »). Kalz fablennoù a zo da dostaat ouzh krennlavaroù, ha savet int war un enebiezh (« Pezh ac'h eus kavet, na lavar ger anezhañ; pezh ac'h eus kollet, komz anezhañ »). Koulskoude n'eus kentel splann ebet.
[kemmañ] Levezon indian
Berzh bras a reas ar fablennoù en Indez gant ar 'Pañchatantra. Skrivet e voe an dastumad fablennoù indezat-mañ e sanskriteg entre -300 ha 570, ha kemmet-ha-digemmet meur a wech. Unan eus e stummoù zo anvet Hitopadesha pe An deskadurezh talvoudus . Kavet e vez al loened boutin d'ar fablennoù europat: azen, leon, marmouz, naer, hag un toullad re all, nemet emañ an aourgi e lec'h al louarn. Gant al levr-se e voe levezonet lennegezh ar C'hornôg, gre un hir a hent.
Da gentañ e tegouezhas e pers ma voe troet en arabeg hag anvet Kalîla wa Dimna, ha diwehatoc'h en hebreeg ha neuze en latin hag anvet Directorium humanae vitae en 1280.
[kemmañ] Er Grennamzer
En XIIvet kantved e savas Marie de France un dastumad 63 fablenn.
[kemmañ] Da vare an Azginivelezh
[kemmañ] War-lerc'h Jean de La Fontaine
Bras e oa bet berzh fablennoù Jean de La Fontaine, ha kalz heulierien en doe.
[kemmañ] En XVIIIvet kantved
Tous ces auteurs sont retombés dans l’oubli. Un seul nom a survécu durablement au côté de celui de La Fontaine ; celui de Florian (1755-1794). Son recueil compte une centaine de fables. Celles-ci sont orientées soit vers une morale politique, soit vers une morale privée. Ce dernier auteur s’inspire parfois de l’Anglais John Gay ou de l’Espagnol Tomás de Iriarte y Oropesa.
[kemmañ] En XIXvet kantved
En XIXvet kantved e vo dilezet ar fablennoù e galleg, met e Rusia e talc'ho Ivan Krylov da skrivañ fablennoù, evel Cristóbal de Beña (Fábulas políticas) ha Juan Eugenio Hartzenbusch e Spagn.
E SUA e vo implijet ar fablennoù gant Ambrose Bierce evit ar flemmerezh politikel , tra ma vo kalz dereatoc'h Beatrix Potter (1858-1943) e Bro-Saoz.
[kemmañ] Fablennoù en XXvet kantved
Jean Anouilh a embannas un dastumad gallek anvet Fables, ennañ 43 fezh, e 1961 .
N'eo ket el lennegezh c'hallek ken avat e vez aozet fablennoù, met gant tud evel Franz Kafka (1883 – 1924) en alamaneg, gant Monteiro Lobato ha José Cardoso Pires en portugaleg, gant Damon Runyon (1884 - 1946) ha James Thurber (1894 - 1961) en saozneg. Animal Farm gant George Orwell (1903 - 50) a zo ur fablenn bolitikel.
Italo Calvino (1923 - 85) eo ar brudetañ skrivagner fablennoù en Italia.
[kemmañ] Notennoù
[kemmañ] Liamm diavaez
[kemmañ] E brezhoneg
Brud o deus bet fablennoù La Fontaine (anvet Yann ar Feunteun gant lod zoken) e brezhoneg. Meur a zen zo bet o treiñ darn eus e oberennoù (Eozen Kombod, Paotr Treoure, Stefan ar Strad...). Komzoù kriz en deus bet Roparz Hemon diwar-benn an doug-se d'un doare-lennegel diamzeriet, ha d'un oberour gallek a oa, ouzhpenn ur skrivagner dister hervez e soñj, arouez ar marmouzerezh lennegel ha sujidigezh al lennegezh vrezhonek.
- Guillaume Ricou. Fablennoù Ezop ha Fedr. Brud Nevez 1986; 2000. Skrivet en ur brezhoneg gallekaet ha n'o laka ket aes da lenn.
- Mojennoù Aisôpos, embannet gant An Here, 2000.
- Fablennoù Jean de La Fontaine, troet e brezhoneg gant Yves Louis Marie Combeau ha Daniel Doujet. Embannadurioù Al Lanv, 2005.