Fañch Broudig
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Fañch Broudig a zo ur c'helaouenner, ur skrivagner hag ur produer skinwel ganet e 1946 e Bulien (e-barzh kumun Lannuon abaoe 1961).
Breur eo da Yann-Erwan Broudig.
Pa oa teuliour e Kreizenn an Enklaskoù breizhek ha keltiek (Skol-Veur Brest) en doa kroget da genlabourat gant an ORTF e Brest war-dro 1964 evit skingasadennoù skingomz ha skinwel e brezhoneg.
Ezel e oa ag ar JEB. Kemer a reas perzh e krouidigezh ar gevredigezh "Galv" (Comité d'Action Progressiste pour la Langue Bretonne) e 1968-69. Enni e oa bodet meur a gevredigezh : UDB, Ar Falz hag ar JEB da gentañ hag Yaouankizoù Penn-a-raok Breizh ivez goude, ha komiteoù lec'hel. Sekretour "Galv" eo bet Fañch Broudig.
Kemeret en deus e 1975 karg an abadennoù keleier er skinwel e Brest, e plas Charlez ar Gall, a-raok bezañ anvet e 1991 da broduer dileuriet evit an abadennoù brezhonek e FR3 Kornôg e Roazhon. D'ar 1añ a viz Genver 2008 eo aet war e leve ha gant Bernez Rouz eo bet kemeret e lec'h e penn abadennoù brezhonek France 3.
Bet eo bet unan eus pennoù ar c'hevread Emgleo Breiz, bodet ennañ kevredigezhioù a gav gwelloc'h implijout ar "skritur skolveuriek". Dilennet eo bet evel prezidant ar c'hevread hag evel-se eo atebeg an embannadurioù liammet dezhañ (ti-emban Emgleo Breiz, ti-embann ha kelaouenn lennegel Brud Nevez, kelaouennoù pedagogel ar Skol vrezoneg hag ar Helenner.
Goude labourioù levrrollouriezh o tennañ d'e vicher gentañ eo en em lakaet Fañch Broudig da embann levrioù diwar-benn istor hag emdroadur ar brezhoneg (sellit ouzh e dezenn diwar-benn an implij eus ar brezhoneg).
[kemmañ] Oberennoù
- Roll al leoriou hag ar pennadou bet embannet e brezoneg e 1973 = Bibliographie des publications en langue bretonne. Année 1973. In : Studi, n°1, Kerzu/Décembre 1974
- Roll al leoriou hag ar pennadou bet embannet e brezoneg e 1974 = Bibliographie des publications en langue bretonne. Année 1974. In : Studi, n°5, Ebrel/Avril 1976
- Roll al leoriou hag ar pennadou bet embannet e brezoneg e 1975 = Bibliographie des publications en langue bretonne. Année 1975. In : Studi, n°10, Genver/Janvier 1979
- Ar bed o trei. Eun dibab a skridou a-vremañ evid ar skoliou brezoneg. Brest : Ar Helenner, 1983.
- Langue et littérature bretonne. Dix ans de bibliographie. 1973-1982. Brest : Brud Nevez, 1984.
- Taolennou ar baradoz, Le Chasse-Marée / Ed. de l'Estran, Douarnenez, 1988, ISBN 2-903708.15.0
- Evolution de la pratique du breton de la fin de l'Ancien Régime à nos jours, thèse, Université de Bretagne Occidentale, Brest, 1993
- Roparz, Jakez hag o diskibien, Ar Skol Vrezoneg, Brest, 1993, ISBN 2-906373-31-1
- La pratique du breton de l'Ancien Régime à nos jours, Presses Universitaires Rennes II, 1995, ISBN 2868471285
- L'interdiction du breton en 1902. La IIIe République contre les langues régionales Coop Breizh, Spézet, 1996, ISBN 2-909924-78-5
- À la recherche de la frontière. La limite linguistique entre Haute et Basse-Bretagne aux XIXe et XXe siècles, Ar Skol vrezoneg, Brest, 1997, ISBN 2-906373-44-3
- Combes a-eneb ar brezoneg, Brud Nevez, Brest, 1998, ISBN 2-86775-174-X
- Histoire de la langue bretonne, Editions Ouest-France, Rennes, 1999, ISBN 2-7373-2495-5