Roazhon
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Kumunioù Breizh | |
---|---|
Roazhon | |
Departamant | Il-ha-Gwilen |
Bro hengounel | Bro Roazhon |
Arondisamant | Roazhon |
Etrekumuniezh | |
Bro 'Voynet' | |
Pastell-vro votiñ | {{{Pastell-vro}}} |
Kanton | Kanton Roazhon |
Kod INSEE | 35238 |
Kod post | 35000 |
Maer Amzer gefridi |
Edmond Hervé 2001-2008 |
Gorread | 5039 ha = 50,4 km² |
Hed | 01° 40’ 45’’ |
Led | 48° 06’ 52’’ |
Uhelder | keitat : 39 m bihanañ : 20 m brasañ : 74 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 210 200 (1999) |
Stankter | war-dro 4093 ann./km2 |
{{{kartenn}}} |
Roazhon (Galleg: Rennes; Gallaoueg: Resnn) a zo kêrbenn rannvro velestradurel Breizh, e departamant Il-ha-Gwilen. Dont a ra an anv a Roazhon eus anv ar meuriad galian Redones a oa staliet el lec'h-se eus Arvorig en Eil kantved war-lerc'h J-K.
Div skol-veur zo e kêr : Skol-Veur Roazhon I ha Skol-Veur Roazhon II. Sevel a ra poblañs an tolpad-kêrioù da 550 000 a annezidi.
Taolenn |
[kemmañ] Tud
Roazhoniz a vez graet eus tud Roazhon.
[kemmañ] Brezhoneg
Abaoe deroù an XXvet kantved ha savidigezh ar gador geltiek e skol-veur Roazhon ez eus diorroet ur vuhez vrezhonek virvidik e Roazhon. Meur a zen brudet eus an Emsav zo bet o vevañ er gêr-se, evel Taldir Jafrennoù en deus tremenet eno an dezenn gentañ e brezhoneg, Pêr Jakez Elias, Pêr Denez, bet e penn ar gevrenn geltiek e-pad-pell, Roparz Hemon, pe Lena Louarn, e-touez ur bern re all. Talvezet he deus ar skol-veur da vodañ en-dro dezhi studierien yaouank kar-o-yezh ha kar-o-bro. Meur a intrudu talvoudus-kaer evit hor yezh zo bet loc'het eus Roazhon evel ar gevredigezh Skol an Emsav e 1969, ar gelaouenn Yod-Kerc'h e 1972, pe ar gazetenn vrezhonek Bremañ e 1980. Bet eo Roazhon sez meur a gevredigezh ha kalzik a gevredigezhioù breizhek o deus burevioù eno, evel Skol-Uhel ar Vro gwechall, Kuzul Sevenadurel Breizh, Dastum pe Ofis ar Brezhoneg.
Skolioù divyezhek a zo eno abaoe 1977. E 2006 e oa 3% eus ar vugale skoliataet en un hentenn divyezhek er gêr-se, er c'hentañ derez ( stadegoù war lec'hienn Ofis ar Brezhoneg) daoust d'ar skoilhoù a bep seurt.
[kemmañ] Istor Roazhon
[kemmañ] Monumantoù ha traoù heverk
- Breujoù Breizh
- Chapel sant Erwan
- Iliz Sant-Jermen
- Iliz-Veur sant Pêr
- Iliz Santez-Anna
- Koc'hu al Lisoù
- Palez ar C'henwerzh
- Palez sant Jord
- Poull-neuial sant Jord
- Liorzhoù-kêr an Thabor
- Opera
- Lise Emile Zola
[kemmañ] Ekonomiezh
- Greanterezh
- Saverezh kirri e Karnod e Mervent Roazhon, lec'h m'emañ staliet PSA eus ar strollad Peugeot-Citoen. Enno e vez savet otoioù ar gamm uhel (C5, C6, 407...) abaoe 1960
- pellgehenterezh hag urzhiataerezh, Roazhon a zo e penn pol kevezuster "Skeudenn ha Rouedad" Breizh ha Broioù-al -Liger, dre ziorroadur an teknopol Roazhon Atalant.
- Kenstagouriezh: Sez an embregerezh Legris.
- Mediaoù
- Sez ar gazetenn bemdeziek Ouest-France
- Sez aozadur skinwel Frañs 3 Kornôg (sellet ouzh Skinwel brezhonek ivez)
- Melestradurezh
- Sez ar velestradurezh-Stad, -departamant ha -rannvro
- Sez ar C'huzul-Ranvro hag hini Kuzul-Departamant Il-ha-Gwilun
[kemmañ] Politikerezh
- Henri Fréville, Edmond Herve, Daniel Delaveau
[kemmañ] Kêraozerezh
Abaoe meur a vloaz e vez distrujet tier ha tachennoù glas evit sevel savadurioù uhel da lojañ muioc'h a dud, evel e straed an Alma pe e straed Sant-Brieg.
Implijet e vez an tachennoù labouradegoù ha kazarnioù kozh, evit dastum annezidi nevez ha kreskiñ ar boblañs. Gant-se e kresk ar c'hudennoù stag ouzh an dezougen.
[kemmañ] Gevelliñ
Gevellet eo gant 13 kêr :
|