Dwynwen
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur santez a Gembre eo Dwynwen, met anavezet eo e Breizh ivez, pe da vihanañ e Plouc'ha, ma veze graet Santez Twina ar Mor anezhi. Pedet e veze ar santez ouzh an derzhienn, ha pardon a veze d'ar 16 a viz Mae.
Anv zo anezhi e barzhoneg Anatol ar Bras "Deus feunteun santez Dwinen".
[kemmañ] Kembreadez
Merc'h e oa Dwynwen, pe Dwyn, d'ar roue Brychan, en devoa merc'hed e-leizh. Gant he c'hoar Ceinwen e oa da Enez Mon da chom, war an aod. Diwarni eo bet anvet Llanddwyn ha Porthddwyn.
Santez an amourouzien eo e Kembre ha lidet e vez d'ar 25 a viz Genver.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Diwar-benn Gouel Santez Dwynwen e Kembre: St Fagans National History Museum page on St Dwynwen's Day
- Dechrau Canu, Dechrau Canmol programme notes on St Dwynwen’s Festival
- Dudley programme notes on the history of Santes Dwynwen
[kemmañ] Lennadurezh
- Albert Deshayes, Dictionnaire des prénoms Celtiques, Le Chasse-Marée, Douarnenez.
- Farmer, D.H., (1978) The Oxford Dictionary of Saints. Oxford: Clarendon Press.