Doue
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Lakaet e vez gant Mab-den dindan anv "Doue" ur boud hollvedel ha peurbadel, ha fiziet ennañ perzhioù-mat ar peurvadelezh speredel (karantez, justis, gwirionez, gouiziegezh).
Kefridi Doue zo, er gevredigezh denel, displegañ krouidigezh ar bed hag orin Mab-den. Dre hanterouriezh un Diouganer e tispleg Doue reolennoù a ranker sentiñ oute evit mont gant e hent hag anavezout an eurvad, er bed-mañ pe en ur bed all, goude ar marv. Dre ar feiz hag ar sentiñ dreist-holl e c'hell Mab-den anavezout bezañs Doue, da lavaret eo en ur vezañ kreder en ur relijion.
N'eo ket gant ar poell eta e tegemer Doue, un emzalc'h a laka tud nann-relijiel da vezañ Dizoue pe agnotisk ha soñjal ez eus kaoz aze eus mojennoù toull ha treuzwiskamant an tadelezh, evit derc'hel ar gevredigezh evel m'eo bet atav.
Ar ger Doue a zo ur ger a vez implijet pa vez anv a relijion hepken. Sell ouzh ar pennadoù war ar relijionoù.
Evit rein ur ster dezhañ e ranker mont war dachenn ar brederouriezh.
Hervez ar brederourien eo Doue "Tisavour an Hollved" (termenadur roet gant ar frañmasonerezh), "ar C'heflusker kentan" (Tomaz Akwino), "an hini a ro e urzh d'ar bed", da lavaret eo an urzhiataer (ster kozh), an Horolajer meur (Voltaire).
Taolenn |
[kemmañ] Doue ar Bibl
Hervez ar Bibl eo bet krouet ar bed hag an den kentañ gant Doue. Doue zo unan, er c'hontrol d'ar relijionoù pagan a anavez meur a zoue, ha daoust d'an Testamant Nevez a embann ez eus tri ferson e doue. Doue zo eienenn ar vuhez. Divarvel eo, rak n'eus na deroù na diwezh dezhaén. Emañ e pep lec'h, ha n'eo ket en e demploù nag en e ilizoù hepken. Santel eo, da lavarout eo peurvat, ha kemenn a ra d'an dud kemer perzh en e beurvad.
[kemmañ] Doueed arall
[kemmañ] er relijionoù liesdoueek
An darn vuiañ eus ar relijionoù zo bet liesdoueek en istor an denelezh, en o zouez
[kemmañ] En Europa
- relijion ar Gelted kozh
- relijion Hellaziz kozh
- relijion ar Romaned, damheñvel
- relijion ar C'hermaned kozh
[kemmañ] er relijionoù undoueek
Meur a relijion undoueek zo
- ar relijion gristen, pe kristeniezh, enni meur a skourr, a azeul un doue hepken met tri ferson (a zo anvet an Drinded) ennañ
- ar relijion yuzev, pe yuzeviezh, a zeul un doue anvet Adonai a-wechoù
- ar relijion islamek, pe islam, a azeul Allah.
[kemmañ] Gwelout ivez
- Agnostikouriezh
- Dizoueegezh
- Doueoniezh