Caligula
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Trede impalaer Roma e oa Caligula, lesanv Caius Caesar Germanicus, gourniz hag advab an impalaer Tiberius. Ren a reas war-lerc'h e dad eus 37 da 41. Ganet e oa bet er bloavezh 12 en Antium (Anzio en Italia hiziv) ha marvet e 41 e Roma. Treiñ foll a reas e kreiz e garg. Pa grede e oa doue e urzhias ma vije kondaonet d'ar marv meur a zen a-raok bezañ muntret gant gwarded ar pretordi.
Taolenn |
[kemmañ] A-raok mont da impalaer
Mab e oa Caligula da Germanicus ha da Agrippina an Henañ, hag int kendirvi-vihan. Tremen a reas e vugaleaj er kampoù al lejionoù e Germania pa oa e dad o wareziñ harzoù an impalaeriezh. Setu penaos e tapas al lesanv Caligula (eus al latin Caliga = botoù ar soudarded, Caligula = botoù bihan, ar re douget gantañ).
Bevañ a reas gant e vamm, Antonia hag e palez Tiberius en Enez-Capri pa oa 19 vloaz. Taer e oa e dro-spered pa gemere plijadur oc'h arvestiñ ouzh boureviadenn ar re gondaonet. Mont a rae da verc'heta koulz ha da baotreta ha pijout a rae dezhañ kenañ sevel war al leurennoù da c'hoari ha da zañsal.
Er bloaz 33 e timezas gant Junia Claudilla Silana. Da augur ha da veleg-meur Roma (pontifex maximus) ez eas da c'houde. Dre hanterouriezh gwreg Makro, prefed ar pretordi, e reas un emglev gantañ ha marteze en deus harpet Kaligula soudarded Makro evit muntrañ Tiber.
[kemmañ] An impalaer frankizour
Pa varvas Tiber e 37 e oa degemeret mat e warlerc'hiad, mab da Germanicus a oa bet haroz ar bobl. Douget gant al levenez e tivizas ar Sened ez afe Kaligula da impalaer dre ziverkañ mellad testamant Tiber a roe d'e c'hourniz all Tiberius, ar genhêrezh. Tomm e chomas ar bobl ouzh e impalaer yaouank pa reas enorioù d'e vamm ha d'e dad, d'e genderv, d'e eontr, Glaoda ha d'e c'hoarezed. Nullañ a reas kondaonidigezhioù, klask a reas gwellaat ar justis ha lemel a reas tailhoù. Pediñ a reas ar senedourien hag ar varc'hegerien da bredoù bras ha aozañ a reas c'hoarioù er sirk gant gladiatored ha c'hoarerien.
[kemmañ] Follentez ha krizded
Hervez an holl testenioù deuet betek ennomp, e oa foll Caligula. N'eus nemet Plinius Kozh ha ne lar ger a se. N'ouzer ket avat pe ret eo kompren se evel ur skeudenn pe gwir eo e oa foll hervez ster ar medisinerezh. Ha diaes eo digejañ ar fedoù gwirion eus ar vojenn. Sur eo e kemmas e demz-spered a-daol-trumm, marteze diwar ur c'hleñved, hag e reas traoù a c'hall lakaat da grediñ en e follentez. Evit kadarnaat an impalaeriezh en doa krouet Aogust kehelerezh awen an impalaer (Genius Augusti). Desavet gant servijerien egiptat (gourmab bihan e oa da Mark Anton, pried ar rouanez egiptat Kleopatra) e krede Kaligula e doue an Heol hag e lavare bezañ e enkorfadur. Ar re na blegent ket diouzhtu dirak e doueelezh a veze kaset d'ar marv. Kas a reas d'ar marv e genderv, Tiberius, e dad-kaer, e genderv all, Ptolemaus ha miliadoù a dud. Goulenn a rae ma vije lazhet an dud ar goustadikañ ar gwellañ. Lavaret a rae alies : Oderint, dum metuant (Ra vagint kasoni gant m'o do aon dirazon).
[kemmañ] Medisinerezh
Klasket ez eus bet displegañ e oberoù drema oa foll ha kavout abeg e follentez: droug-empenn, drougsant, pe meningitis. Hervez Philo Alexandria, Josephus ha Seneca e oa aet foll Caligula abalamour d'ar vuhez a rene.[1][2][3] Hervez Seneca e krogas da vout lorc'hus, tagnous, hek, rok, pa voe lakaetda impalaer, ha g implij a ra e oberoù da genteliañ e lennerien .[4] Josephus a skiv eo ar galloud a reas dezhañ krediñ eoa doue.[1]
[kemmañ] Muntr an impalaer diroll
E-touez prefeded ar pretordi hag ar frankizidi uhelañ e oa savet un irienn evit lazhañ un den ken dañjerus evit ar re a laboure gantañ. Goulenn a reas Cassius Cherea, pennmilour ur bagad eus ar pretordi, enor an obererezh hag e tic'houzougas e vestr en e balez e Roma (Meurzh 41).
[kemmañ] Sellet ivez ouzh
An Impalaerien roman | ||
Tierniezh Jul-ha-Klaod | ||
En e raok : Tiberius (14 - 37) |
Caligula (37 - 41) |
War e lerc'h : Claudius Iañ (impalaer) 41-54 |
Heuliad Henroma |