Ainoued
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ainoued |
---|
Ar banniel Ainou, treset gant Bikki Sunazawa e 1973 |
Strollad Ainoued, luc'hskeudennet e 1904 |
Poblañs hollek |
|
Rannvroioù e lec'h ma vezont kavet stank |
Japan Rusia |
Yezhoù |
An ainoueg a zo yezh hengounel an ainoued. Tost marv eo ar yezh avat. An darn vrasañ eus an Ainoued a gomz japaneg pe ruseg. |
Religionoù |
Animisted, Iliz Kristen ortodoks Rusia |
Pobloù liammet |
|
Ur bobl a denn d'ar minolerezhioù all a gaver e reter Siberia eo.
"Utari" a reont anezho o-unan kentoc'h eget "Ainou" (a dalvez "tud" pa dalvez "utari" kement kamaladed).
Un dachenn bras-tre a oa dezho gwezhall : eus norzh Hokkaido d'an inizi Kouril ha Sakhalin. Diskaret int bet gant ar Japaniz da vare prantad ar Meiji (1868-1918). Trevadenneriet int bet ha difennet outo da implijout nag o anv nag o yezh dre vras.
Un 20.000 bennak a vefe anezho c'hoazh. E mirvaoù kostez Hokkaido ez eus ul lodenn vat anezho.
Ar c'hannad Shigeru Kayano en deus graet kalz evit sikour anezho dreist-holl dre ul lezenn bet votet e 1994.
Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur. |