Max Planck
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Max Karl Ernst Ludwig Planck (23 a viz ebrel 1858 - 4 a viz here 1947) a oa ur fizikour alaman. Studiañ ar fizikouriezh en-doa graet e Munchen ha Berlin ha da zoktor e yeas e 1879. Goude un nebeut bloavezhioù tremenet e Munchen evel docent e yeas da gelenner e 1885 e Kiel. An hevelep lec'hiadur a zalc'has e Berlin etre 1889 ha 1928. Un ezel oberiant eus meur a gevredigezh skiantel e oa-eñv.
Gwelet e vez evel diazezer ar vekanikerezh gwantek ha degemeret en-doa ar priz nobel e 1918.