Web - Amazon

We provide Linux to the World

ON AMAZON:


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Azen - Wikipedia

Azen

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Azen Sancho Panza .
Azen Sancho Panza .


Azen eo an anv a vez graet eus ul loen pevarzroadek ha bronnek kar d'ar c'hezeg. Azenez a vez graet eus ar barez.

Doñvaet eo bet an ezen gant Henegiptiz, met gouennoù ezen gouez zo enAfrika hag en Azia.

Taolenn

[kemmañ] O neuz

Diwar-benn an ezen e c'haller lavarout:

  • int bihanoc'h eget ar c'hezeg| ;
  • eo hiroc'h o divskouarn ;
  • eo troet o daoulagad war-zu pezh zo dirazo, pa n'eo ket gwir evit ar c'hezeg ;
  • eo louet o blevenn dre vras, nemet o c'hof o min, ha tro-dro o daoulagad a zo gwenn.

Gouennoù zo a zo du o blevenn (azen Berry), pe gell (azen Poatev), pe gwenn (azen Egipt). War ar re louet e weler ur goaz du, anvet « kroaz Sant Andrev  ».

Livioù etre louet ha gell zo d'ar gouennoù gouez, gell-ruz zoken a-wechoù (kiang Tibet).

[kemmañ] Gouennoù disheñvel

Dre o neuzioù disheñvel (penn, blev, gouzoug, pavioù) e reer ar c'hemm etre ar gouennoù:

  • an azen boutin (Equus asinus) a gaver e pep bro.
  • an hemion (Equus hemionus) a vev en kreiz Azia ;
  • an onagr (Equus onager) pe azen gouez India,
  • ar ouenn Kiang en Himalaya ;
  • azen gouez Afrika (Equus africanus) a vev e Reterafrika, en Somalia dreist-holl.

Diwar an ezen doñv ez eus deuet gouennoù gouez en Aostralia hag en Amerika .

Ur spesad albinos a zo ivez en enez Asinara er-maez da gornôg Sardinia.

[kemmañ] En Gall

Seizh gouenn zo anavezet gant Ministrerezh al Labour-Douar gall hag ar Marchosioù Broadel gall.

  • azen Poatev,
  • azen Berry
  • azen Kotentin
  • an azen norman
  • azen Provañs
  • azen ar Pireneoù
  • azen ar Bourbonnais

[kemmañ] Gouennañ

  • E galleg e vez graet baudet eus ne vern pe azen-gouennañ, ouzhpenn azen Poatev, anvet e galleg baudet du Poitou.

Etre 12 ha 13 miz e vez an azenez o tougen, ouzhpennik a-wechoù. Un tamm muioc'h evit ar gazeg eta (etre 10 ha 12 miz).


[kemmañ] Talboudegezh an ezen

Kouer e  Kappadokia gant  e azen
Kouer e Kappadokia gant e azen

Pell amzer e voe implijet an ezen doñvaet evel ar c'hezeg, rak nebeutoc'h e kouste o magañ, hag e broioù zo e vez graet «kezeg ar re baour» anezho. Ouzhpenn-se e c'hall an azen krapat gant diribinoù, se zo kaoz e veze implijet er menezioù ha war zouaroù meinek.

[kemmañ] Laezh

Al laezh azen (azenezed, kentoc'h) a zo damheñvel e berzhioù ouzh hini ar maouezed.

[kemmañ] Kig

E Provañs e vez graet silzig sec'h gant kig azen.

[kemmañ] Sotoni

Lakaet eo bet an azen da sot dre ma n'eo ket ul loen ken sentus hag ar marc'h. Kavout a ra d'e zifennerien eo dousoc'h ha speredkoc'h avat, hag e fell dezhañ kompren a-raok sentiñ. War evezh e vez atav, ha setu perak eo diogeloc'h e gerzhed er menezioù.

[kemmañ] Ezen brudet

An tad  Frédé hag e azen Lolo, lesanvet Boronali, diark kabared al  Lapin Agile.
An tad Frédé hag e azen Lolo, lesanvet Boronali, diark kabared al Lapin Agile.
Coucher de soleil sur l'Adriatique, pennoberenn Boronali, er Salon des Indépendants e 1911.
Coucher de soleil sur l'Adriatique, pennoberenn Boronali, er Salon des Indépendants e 1911.
  • An Azen Aour e romant latin Apuleus
  • Azen ar gontadenn Kroc'hen Azen, gant Charles Perrault
  • Azen Buridan
  • Aliboron, anv an azen e meur a fablenn gant Jean de La Fontaine
  • Boronali, anv savet diwar Aliboron, anv arzour an azen Lolo, a livas un daolenn gant e lost, hag a c'hounezas ur priz en ur saloñs e Pariz er bloavezhioù 1900.
  • Cadichon, azen ar romant gallek Mémoires d'un âne gant kontez Ségur ;
  • Modestine, azenez Stevenson;
  • Platero, el levr "Platero y yo", gant Juan Ramon Jiménez, priz Nobel al Lennegezh;
  • an azen Trotro, e levrioù ha fiñvdresadennoù gallek evit bugale
  • an azen Balthazar, er film gallek Au hasard Balthazar gant Bresson ;
  • an azen Culotte, er romant gallek L'Ane Culotte, gant Henri Bosco.

[kemmañ] Troiennoù

  • Azen gornek! kunujenn
  • Taol troad an azen. Diwar un droienn c'hallek deuet eus unan eus Fablennoù Jean de La Fontaine, Ar Leon daet da vout kozh, savet diwar ur fablenn gant Phaedrus. Arouez an dreitouriezh.

[kemmañ] Krennlavaroù

  • Azen dre natur ne oar ket lenn e skritur.
  • An hini a lavar e oar pep tra A ziskouez eo an azenañ.
  • Un azen bev zo gwelloc’h eget daou varc’h marv.

[kemmañ] Hag ivez

  • Asinus asinum fricat a zo daou azen o'n em lipat. Jakez Riou, An Ti Satanazet. Frazenn meneget gantañ diwar ul levr-skol latin, hag ur bomm brezhonek da zegas ur glotenn.
  • Moulpenn, lesanv an azen hervez Fablennoù Jean de La Fontaine, troet gant Yves Louis Marie Combeau ha Daniel Doujet (notennoù, pajenn 506).

[kemmañ] Arz

Commons
Dafar ouzhpenn a-fed an tem-mañ a vez kavet e-barzh Wiki.Commons


[kemmañ] Liammoù

Static Wikipedia 2008 (March - no images)

aa - ab - als - am - an - ang - ar - arc - as - bar - bat_smg - bi - bug - bxr - cho - co - cr - csb - cv - cy - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - jbo - jv - ka - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nn - -

Static Wikipedia 2007 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -
https://www.classicistranieri.it - https://www.ebooksgratis.com - https://www.gutenbergaustralia.com - https://www.englishwikipedia.com - https://www.wikipediazim.com - https://www.wikisourcezim.com - https://www.projectgutenberg.net - https://www.projectgutenberg.es - https://www.radioascolto.com - https://www.debitoformativo.it - https://www.wikipediaforschools.org - https://www.projectgutenbergzim.com