Web - Amazon

We provide Linux to the World

ON AMAZON:


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Antonio Vivaldi - Wikipedia

Antonio Vivaldi

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Antonio Vivaldi
Antonio Vivaldi

Antonio Lucio Vivaldi (4 a viz Meurzh 1678, Venezia - 28 a viz Gouere 1741, Vienna) a zo ur sonaozour italian, unan eus re bennañ ar marevezh barok.

Taolenn

[kemmañ] Buhezskrid

Antonio Vivaldi a grogas gant e vuhez diroll dre vezañ ganet da zevezh ur c'hren-douar.

Korfet dister evel ma oa, darbet e voe dezhañ mervel en e gavell ha badeziet e voe trumm devezh e c'hanedigezh, gant an amiegez hec'h-unan.

E dad, barver met ivez biolinour donezonet e penniliz Sant-Mark, en skoazellas da loc'hañ gant ur red-micher sonerezhel hag en lakaas da vezan degemeret er c'hlaviaz Cappella di San Marco, lec'h ma voe ur biolinour priziet anezhañ. Edo gant ar verranal, ar pezh a vroudas e dad d'en gouestlañ d'ar velegiezh. Kerniet e 1693, e yeas da veleg e 1703. Lesanvet e veze ar « beleg rouz » dre ma oa melegan veneziat liv e vlev.

Kerkent ha 1704, e voe diskarget eus e gefridioù ha redioù evit abegoù mezegel, ar pezh a roas dezhañ an tu d'en em reiñ penn-da-benn d'ar sonerezh. E-giz-mañ e voe mestr biolin en Ospedale de la pieta, un ospital lec'h ma kelenne an emzivadezed ; ar c'hlaviaz plac'hed-se a oe d'an ampoent dieil er bed hag a zedenne kalz a estrenien pinvidik. Labourat a rae ivez evel impresario evit c'horiva Sant'Angelo Venezia en ur ober war-dro ar c'hevratoù hag al lizheroù-dle.

Buan-kenañ e teuas klod ha brud dezhañ, hag e-touez esparadennoù kentañ ar sonerezh e voe da vat. Gant ar plac'hed yaouank niverus en ambrouge alies e roe danvez da ragachat. Pilwerzhañ ar rae e zornskridoù diouzh feur un dugad ar c'hengerzad. Aet war an oad e yeas da reuzeudik ha douaret e voe gant servij ar re baour an ospital.

Goude e varv e kouezhas e oberenn e puñs an ankounac'h kent bezañ tennet er-maez anezhañ adalek 1913 da heul labourioù ar c'herzoniour Marc Pincherle, ha dont war wel da vat er bloavezhioù 1950. Adembannet hag enrollet e voe e oberennoù pennañ.

[kemmañ] Dielfennadenn

Dreistmuzul eo Levezon Vivaldi war ar sonerezh kornôgat : krouet en deus evit gwir ar c'hengerzad evit klav a-unan evel ma voe perc'hennet gant sonaozourien ar c'hlaselezh hag ar romantelezh. Ur c'hrouer donezonet e oa, dezhañ ur skiant ledan eus ar c'hlaviazadur. Gant ar strujus-kenañ ma voe, ez eo en tu-hont da 450 ma brasjeder niver ar c'hengerzadoù bet kenaozet gantañ.

Johann Sebastian Bach a vame kalz outañ ha digant Vivaldi an hini eo en deus amprestet ar muiañ a zodennoù evit o zreuzskrivañ pe o azasaat. Treuzskrivet en deus pergen evit ograou pe evit stokelleg meur a gengerzad diwar opus 3 Vivaldi "l'estro armonico".

[kemmañ] An oberenn

E-touesk oberennoù ar sonaozour lampr e bluenn-mañ, e konter  :

  • 456 kengerzad (en o zouez 210 evit biolin pe gaolviolin a-unan)
  • 44 moted
  • 73 sonatenn
  • 47 opera en o zouez La verità in cimento (RV 739)
  • sinfoniennoù
  • sonerezh kambr
  • sonerezh sakr (« oratorio » Juditha Triumphans, daou Gloria, Stabat Mater, Nisi Dominus, Beatus Vir, Magnificat, Dixit Dominus)
  • Ar Pevar Amzer (Le Quattro Stagioni) eo heb mar e oberenn vrudetañ.


An oberennoù a heul a veze moullet en XVIIIvet kantved en ti-embann Le Cene en Amsterdam hag hini e warlec'hiad Roger, ha rummataet e vezent e korf 14 Opus.

  • op.1; 12 Sonatenn e triad evit 2 violin ha solvoudenn
  • op.2; 12 Sonatenn evit biolin ha solvoudenn
  • op.3; 12 Kengerzad evit 1 ha meur a violin « L'estro armonico »
  • op.4; 12 Kengerzad evit biolin « La Stravaganza »
  • op.5; 12 Sonatenn evit 1 pe 2 violin
  • op.6; 6 Kengerzad evit biolin
  • op.7; 12 Kengerzad evit biolin hag oboell
  • op.8; Kengerzadoù evit biolin « Il cimento dell'armonia e dell'inventione » (ennañ ar Pevar Amzer) (1725)
  • op.9; Kengerzadoù evit biolin « La Cetra »
  • op.10; 6 Kengerzad evit fleüt
  • op.11; 6 Kengerzad evit biolin ha oboell
  • op.12; 6 Kengerzad evit biolin
  • op.13; 6 Sonatenn evit fleüt ha solvoudenn « Il Pastor Fido »
  • op.14; 12 Sonatenn evit gaolviolin ha solvoudenn.

[kemmañ] Rummatadur arnevez e Oberennoù

[kemmañ] Gwelet ivez

Commons
Dafar ouzhpenn a-fed an tem-mañ a vez kavet e-barzh Wiki.Commons

[kemmañ] Liammoù diabarzh

  • Roll ar violinourien.
  • Roll ar sonaozourien

[kemmañ] Liammoù diavaez

[kemmañ] Kevrollennoù enlinenn

Static Wikipedia 2008 (March - no images)

aa - ab - als - am - an - ang - ar - arc - as - bar - bat_smg - bi - bug - bxr - cho - co - cr - csb - cv - cy - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - jbo - jv - ka - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nn - -

Static Wikipedia 2007 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -
https://www.classicistranieri.it - https://www.ebooksgratis.com - https://www.gutenbergaustralia.com - https://www.englishwikipedia.com - https://www.wikipediazim.com - https://www.wikisourcezim.com - https://www.projectgutenberg.net - https://www.projectgutenberg.es - https://www.radioascolto.com - https://www.debitoformativo.it - https://www.wikipediaforschools.org - https://www.projectgutenbergzim.com