Yezhoù baltek-finnek
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Notenn: Disheñvel eo ar yezhoù baltek-finnek-mañ diouzh ar yezhoù baltez-finnek.
Unan eus skourroù pennnañ ar yezhoù finnek-ougrek eo ar yezhoù baltek-finnek (saozneg: Baltic-Finnic) komzet gant tro-dro da 6 milion a dud o chom war dro ar Mor Baltel.
-
- Estoneg (n'eo ket sklaer hag-eñ ez eo yezhoù pe rannyezhoù eo ar voroeg (võru) hag ar setoeg)
- Finneg (rannyezhoù: Meankieleg(meänkieli) , Finneg kvenek ha finneg ingriek)
- Ijoreg (ingrieg) - tost marv
- Yezhoù kareliek
- Karelieg
- Ludeg
- Karelieg Olonets (livvieg')
- Livoneg (liveg) — tost marv
- Vepseg
- Voteg — tost marv
yezhoù ofisiel Finland hag Estonia eo ar finneg hag an estoneg.
Al liamm-familh tostañ ez eus gant ar yezhoù samiek rak diorroet e oant bet diwar an hevelep kent-yezh tro-dro 1500-1000 a-raok Jezuz. En em didroc'hañ a reas an estoneg diouzh ar finneg tro-dro 2000 bloaz zo.
Daoust ha ma vez kavet meur a c'her heñvelster hag heñvelstumm e-touez ar yezhoù-mañ, n'eus ket tu da gompren ur yezh pa ouzer unan eus ar re all.
Meur a berzh boutin e vez kavet etre yezhoù ar skourr-mañ e pep keñver, da skwer implij ar c'hasoù hag implij ar c'hensonennoù berr, hir hag hir-tre.
[kemmañ] Gwelet ivez:
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |