Yann ar Floc'h
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Yann ar Floc'h eo anv-pluenn ar skrivagner brezhonek Jean Le Page, ganet d'an 25 a viz C'hevrer 1881 e Pleiben ha marvet eno d'an 2 a viz Gouere 1936. Unan eus ar gwellañ skrivagnerien-bobl vrezhonek e oa.
Taolenn |
[kemmañ] Buhez
Mab e oa da Gaourintin ar Paj (Corentin Le Page) ha da Frañseza Suignard. Studiañ a reas er Folgoad hag e Ploermael evit mont da vestr-skol e-barzh ar skolioù kristen.
D'ar Folgoad ha da Berwenan ez eas d'ober skol, met kuitaat a reas an deskadurezh dre ma oa gant ar berranal. E 1908 e tistroas da Bleiben da vezañ sakrist (pe gloc'her) ar barrez. E 1910 e timezas gant Mari Janed Pennegez.
[kemmañ] Obererezh politikel ha sindikadel
Kemer a reas meur a garg en e bastell-vro ha stourm a reas evit e vennozhioù kristen war dachenn ar politikerezh en ur enebiñ taer ouzh an tu kleiz. Ezel eus an oberoù levezonet gant ar gristeniezh sokial e voe, evel teñzorer ar C'hretadurioù Sindikad Labourerien-douar Landerne, rener kef lec'hel ar Gretadurezh kevredigezhel hag e bodadegoù skolidi gozh ar Frered.
[kemmañ] Oberenn lennegel
E 1903 e krogas da sevel pennadoù evit Kroaz ar Vretoned, kazetenn gatolik Bro-Dreger, hag ar c'helaouennoù Ar Vro, Ar Bobl, Kloc'hdi Breiz hag all. Met ne embannas tra ebet e brezhoneg goude ar Brezel bed kentañ.
Sevel a reas barzhonegoù ha pezhioù-c'hoari ivez. Implij a reas anvioù-pluenn all : Pintig, Pintik ha Yann ar Paj. Anavezet eo dreist-holl an dastumad kontadennoù en doa prientet evit ober ul levr. Ne voe embannet Koñchennoù eus Bro Stêr-Aon nemet e 1950 a-drugarez d'e vignon,Yeun ar Gov, genidik eus Pleiben ivez.
[kemmañ] Embannadenn
Yann ar Floc'h . Koñchennoù eus Bro ar Stêr-Aon . Kemper, Levrdi le Dault, 1950.