Yann-Fañch Jacq
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Yann-Fañch Jacq zo kelenner, skrivagner hag embanner brezhonek (Konk-Kerne 1954- ). Meur a vicher en deus bet graet, a-raok dont da vezañ kelenner e Diwan. Gantañ eo bet savet an ti-embann Keit Vimp Bev.
Taolenn |
Buhez
Ganet eo Yann-Fañch Jacq, d’an 31 a viz Mae 1954 e Konk-Kerne. E Kemper (Kerne 29) en deus tremenet e yaouankiz. E-kerzh e vakañsoù ez ae da Laz Bro-Gerne, da di e eontr. Eno emañ o chom hiziv an deiz.
Evit ar pezh a sell ouzh e studioù, en deus tremenet ur vachelouriezh F1, sevel mekanikoù, e Likez Kemper hag ur BTS war ar vetalouriezh en deus heuliet war-lerc’h. Un diplom edukatour pe skoliour zo bet tapet gantañ oc'h heuliañ ur stummadur dibaouez e-pad 3 bloaz.
Kelenner eo bremañ war ar brezhoneg e Skolaj Diwan ar Releg hag e Lise Diwan Karaez. Evit ar pezh a sell ouzh e vuhez kevredigezhel, ez eo prezidant Keit 'Vimp Bev, un ti-embann brezhonek. Pennskrivagner eo ivez evit ar gelaouenn sizhuniek «YA !», e brezhoneg.
Pelec’h eo bet desket brezhoneg gantañ? Desket en deus brezhoneg dre lizher gant Skol Ober, e-pad e goñje er Gabon ha gant e dud, gant levr Pêr Denez, «Brezhoneg buan hag aes» hag en ur heuliañ stajoù.
Skrivagner
Per Denez en deus roet dezhañ un taol sikour evit kemer lañs ; dre m’en deus aotreet e vefe embannet e skrid kentañ, «Eus an tu all», istor ur pezh moneiz.
Kroget eo da skrivañ peogwir e oa aet skuizh gant al levrioù a veze kinniget dezhañ da lenn. Ne veze ket kavet e gont gantañ. Dre-vras e kave dezhañ e veze pounner an deskrivadurioù, ne veze ket lañs gant an darvoudoù, komz a raent eus ur bed kozh, ha ne veze graet netra evit sachañ evezh al lennerien. Setu en doa soñjet «Klemm a rit, paotr. N’ho peus ken nemet skrivañ».
Kustum eo, Yann-Fañch Jacq da skrivañ, forzh peur, met kentoc’h pa vez un hanter-devezh dirazañ, d'ar mareoù ma ne vez ket dalc’het gant e labour kelenner : e-pad ar vakañsoù pe sizhun diwezhañ ar skol. Abaoe ma skriv en deus cheñchet e zoare da skrivañ. Er penn-kentañ ne c’helle ket skrivañ pa ne ouie ket ar fin. Ur wech pe ziv en deus graet er mod-se. Met neuze, d’ar poent-se e skriv al levr dindan nebeud rak aon en deus da goll an ijin, an aergelc’h en deus krouet.
Peseurt lennegezh a blij dezhañ ? Ne vez ket lennet kalz gantañ rak n’en deus ket kalz a amzer. Met plijadur en devez o lenn Yann Gerven, Yann Bijer ha Goulc'han Kervella. Evit ar mare, e galleg, eo plijet gant Harlan Coben.
Mennozhioù
Abaoe ar bloavezh 2000 e skriv levrioù, 200 pajennad enne. Skrivañ a ra e brezhoneg «peogwir e vank traoù» ha «D’an hini a gav dezhañ traoù eo dav bastañ d’an ezhommoù, den ebet ne raio evitañ». Dre m’en deus labouret kalz gant bugale ha krennarded, en deus bet c’hoant skrivañ evite, dre ma’z int dazont ar yezh, daoust ma’z eo diaes skrivañ evito. Mod all, e vo torret ar chadenn a liamm ar re yaouank ouzh an dud en o oad gour.
Oberennoù
Romantigoù ha bandennoù treset’ zo bet skrivet gant Yann-Fañch Jacq.
- A-berzh mamm-gozh ; Keit 'Vimp Bev; 1999; Roman
- Da fall ha da viken ; Keit 'Vimp Bev; 2000; Roman
- Evel ma tro an heol ; Keit 'Vimp Bev; 2001; Roman
- Tomm eo bet deomp ; Keit 'Vimp Bev; 2002; Roman
- E doare Picasso ; Keit 'Vimp Bev; 2003;
- Goustadig war al lambig ; Keit 'Vimp Bev; 2005;
- Laeron ar menezioù du ; Keit 'Vimp Bev; 2005;
- Galv an Oy; Keit 'Vimp Bev ; 2007
- Wanig ha Wenig evit ar vugale.
- Bandennoù treset, skeudennaouet gant Laurent Escudié ha Malo Ar Menn.
- An tokarn hud,skrivet gant YF Jacq gant tresadennoù graet gant Tudu (Tudual Huon).
Liammoù
- Atersadenn Yann-Fañch Jacq e Plistin war Gaouenn.net