X (lizherenn)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Pevare lizherenn war' n ugent al lizherenneg latin eo X, x, distaget [ks] peurliesañ, ha trede lizherenn war' n ugent al lizherenneg kirillek hervez urzh al lizherenneg rusek, distaget [χ] pe [x].
[kemmañ] Implijoù
- Er skritur gallek gwechall e oa hañval-vi an "x" hag an daou "s" (ss). Sede perak e kaver anvioù evel Auxerre pe Bruxelles ma ne zistager ket [ks].
- Diwar-se eo e kaver anvioù-lec'hioù pe anvioù-tud Boessière/Boexière, Roussel/Rouxel, Tissier/Tixier. Diaes displegañ d'an dud desket dezho distagañ "x" er skolioù gallek e tlejent distagañ o anv Tessier ha n'eo ket Texier.
- E yezhoù evel ar portugaleg, ar galizeg hag ar c'hatalaneg, e talvez al lizherenn-mañ ivez da skrivañ ar son [ʃ] pe ch hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg).
Diorroet e oa bet diwar patrom al lizherenn c'hresianek khi (X).
A · B · C · D · E · F · G · H · I · J · K · L · M · N · O · P · Q · R · S · T · U · V · W · X · Y · Z
Lizherennoù gant diakritikoù : | Å · Ħ · Ł · Ñ · N̈ · Ø |
Digramoù : | Ch · C'H · Dz · DŽ · Dx · Gb · IJ · Kp · LJ · LL · Mb · Mp · Nd · Ng · NJ · Nk · Ns · Nt · Nz · Ou · Sh · Th |
Trigramoù : | Dzs Ngb Nkp Sch Tsh |
Lizherennoù ispisial : | Æ · ɑ · Ɓ · Ɗ · Ð · Ɛ · Ʒ · Ə · Ǝ · Ƒ · Ɠ · Ɣ · Ȝ · Ƴ · Ƣ · Ƕ · ĸ · Ŋ · Œ · Ɔ · ɽ · Ȣ · ſ · ß · Ʃ · Ʋ · Ɯ · Ⅎ · Ȥ · Þ · Ƿ · Ƨ · З · Ч · Ƽ · Ƅ |
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |