Volga
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Volga, stêr eus Rusia.
[kemmañ] Deskrivadenn Douaroniezhel :
Stêr brasañ ar c'hevandir European eo. Tapout a ra e eien d'un uhelez a 228 m hag em teurel a ra er Mor Kaspienne d'un uhelez a 128 m. Spisverk pennañ a stêr-se a zo neuze e treuzfe ur blaenen plaen tre. En abeg da-se ez eo ledan ha diresis e ziazad doureier en dialaez pe uhelloc'h war ar bre. Ur stur norzh-su zo ganti. Adster pennañ ar Volga zo ar C'h/Kama. Lusk dourioù ar C'h/Kama a zo erc'h-kevandirel. Lusk dourioù ar Volga a ro erc'h-plaenenel, da lâret eo emañ an dourioù en o izelañ etre miz Eost ha miz Meurzh hag an dourioù en o uhelañ e miz Mae-Mezheven.
[kemmañ] An impllijoù graet gant mab-den :
Implijet eo ar stêr evit krouiñ tredan gant stankelloù, evit dourañ pe gwaziañ douaroù hag ivez evit gellout bageal. Lusk ar stêr (erc'h-plaennel) a zo dedennus neuze da implijout dre m'emañ kreizennet ar dourioù uhel war ur maread strizh (2 viz). Staliet eo bet neuze a-hed ar Volga hag ar C'h/kama stankelloù a-benn krouiñ kibennoù pe lennoù gant ar pal mirout an dour. Nav gibenn a vez kavet war ar Volga ha tri all war ar C'h/kama, ar pezh a ra un hollad 21 000 km² a zouaroù beuzet. En diardraon pe izeloc'h war ar stêr eo sec'h an hin. Servij a ra neuze ar gibennoù da zourañ an douaroù-se evit al labour-douar. P'emañ an dourioù en o izelañ (etre Eost ha miz Meurh) e c'haller bageal warno memes-tra gant sikour ar lennoù-se.