Tugdual
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Ur sant katolik hag unan eus ar seizh sant diazezer enoret e Breizh eo sant Tugdual.
Taolenn |
[kemmañ] Ar richenn
Ganet e oa, a greder, e Domnonea en Enez Vreizh. Mab e vije bet da santez Koupaia. Tugdual (kammskrivadur degemeret gant an Iliz) pe Tudwal a oa, gant sant Budog, diskibl da sant Vaodez war Enez-Vaodez e kichen Enez-Vriad. Erruet e oa bet e Breizh war-dro 535.
[kemmañ] Stummoù ha deveradurioù
Unan eus ar stummoù kozh a zo Tutgual hag ar stumm orin a c'hell bezañ Tudwal. Tugdual zo ur c'hammskrivadur degemeret gant an Iliz, ma n'eo ket gant ar yezhourien.
[kemmañ] E vuhez
Hervez ar manac'h Gourdisten, a skrivas war-dro 880 goude Jezuz-Krist en abati Landevenneg, Tugdual a oa unan eus ar pevar feulvan a reas brasted Bro-Gerne : Gradlon, sant Kaourintin, sant Gwenole, hag uheloc'h c'hoazh egeto, Tudual. Diarvar, ez eo bet unan eus brasañ avielerien Bro-Gerne er VI-vet kantved goude Jezuz-Krist, dreist-holl e Bro ar C'hab, en ul lodenn eus ar vro Vigoudenn hag e bro Gemper.
E benitioù a zo skignet dre holl en douaroù-se. Marteze eo Tudual a savas ivez manati Lokmaria-Kemper a oa moarvat e penn-kentañ eskopti Kemper. E beniti e Lann-Pabu (bremañ Trebabu) hag e levezon war Vro-Dreger a ra anezhañ unan eus brasañ sent an eskopti a-vremañ.
Mervel a reas e Landreger d'an 30 a viz Kerzu 564.
Sant paeron Treger eo. Skeudennet e vez gant un aerouant.
[kemmañ] Gouel
Lidet e veze gwechall sant Tudwal d'an 30 a viz Du, ha bremañ d'ar 1añ a viz Kerzu
[kemmañ] Lec'hioù
- E Kembre emañ e anv
- en inizi Sant Tudwal, tost da Abersoch, e Ledenez Llŷn
- en anv meur a briñs, evel Tutgual map Rhun
- Meur a anv a zo bet roet dezhañ e Breizh:
-
- Tudual, Tudal, Tual, alese an anvioù parrezioù:
- Landudal, e Kerne
- Sant-Tudal, e Bro-Gwened
- Tudual, Tudal, Tual, alese an anvioù parrezioù:
-
- Pabu ha Paban hag alese
- Parrezioù Pabu e Treger ha Sant-Pabu e Leon
- Lababan (e Pouldreuzig)
- Pabu ha Paban hag alese
-
- Douarnenez a c'hellfe dont diwar Enez Tutuarn.