Tintin
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Tintin eo penn-tudenn "Troioù-kaer Tintin", skrivet ha treset gant Hergé.
Diskouezet e oa bet Tintin, hag e gi Milou, d’an 10 a viz Genver 1929 er "Petit Vingtième", stagadenn evit ar re yaouank d'ar gazetenn velgiat "Le Vingtième Siècle".
Ur c'hazetenner yaouank, o veajiñ er bed a-bezh, eo Tintin.
N'eo ket aes diskrivañ Tintin dre arouezennoù dibar. Evel just, speredek, korfigellet, brokus ha kalonek eo, met un dudenn iskis e chom Tintin.
E oad n'eo ket sklaer : gallout a rafe bezañ ur c'hrennard pe un den deuet. N'eus na familh, na gwreg dezhañ. E anv eo Tintin, ha netra ken : n'eus ket moaien da c'houzout hag-eñ eo un anv familh, un anv bihan pe ul lesanv. Daoust dezhañ bezañ kazetenner, ne weler ket anezhañ war e vicher nemet en albom kentañ. Simpl-tre eo e benn : un dremm ront, gant pikoù evit an daoulagad hag ar genou.
Mignon ar re wan eo Tintin, ha stourm a ra a-enep an droug. Feal-tre eo ouzh e vignoned, ha n'eo ket un den a c'hall bezañ prenet e onestiz. Tintin n'eo ket paotr ar fulor : gwelloc'h eo gantañ soñjal ha dielfennañ an traoù a-raok ober.
Barrek eo Tintin war ar sportoù, ha daoust ma'z eo fallegan, e vez gounezet pep emgann gantañ. Ouzhpenn, gouzout a ra bleniañ kirri, motoioù, stlejerezed, kirri brezel, kirri-nij, bigi, hag all ...
Emañ Tintin o chom er 26, straed al Labrador - en ur gêr a c'hellfe bezañ Brusel - hag e Kastell Kervilin goude "Tintin e bro an aour du".