Tino Rossi
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Constantin Rossi e oa gwir anv Tino Rossi. Ganet e oa en Aiacciu, e Korsika, d'an 29 a viz Ebrel 1907, ha marvet e Neuilly-sur-Seine, d'ar 26 a viz Gwengolo 1983, gant ar c'hrign-bev.
Ur c'haner gall e oa Tino Rossi, unan eus ar re vrudetañ adalek ar bloavezhioù 1930, e-pad ar brezel, hag er bloavezhioù 1950, ha moarvat an hini zo chomet ar pellañ war vicher.
Dont a reas da vezañ unan eus idolennoù yaouankiz e amzer, gant e vouezh flour e lakae an dimezelled da skrijal ha da semplañ, e-pad 30 vloaz da vihanañ en deus lakaet an dud da zañsal vals pe rumba. Leun-kouch e veze kement sal ma kane enni. Meur a gant pladenn en deus graet ha c'hoariet en deus e pemp film warn-ugent, darn anezho graet evitañ hepken (kemend-all a vo graet evit Elvis, ha Johnny Halliday ivez), ken sur e oa an arc'hanterien da gavout o argant en-dro. Met ar gwellañ eo memestra "Si Versailles m'était conté", gant Sacha Guitry.
Bac'het e voe e-pad un toullad devezhioù pa voe dieubet kêr Bariz gant an armeoù amerikan ha gall.
[kemmañ] Kanañ Breizh
E Breizh e oa brudet e ganaouenn "Ah! Qu'elle est belle ma Bretagne", a zo bet kanet evel biskoazh er predoù-eured ha frikoioù, hag a vez kanet c'hoazh gant hon re gozh.