Snorri Sturluson
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Snorri Sturluson (1178-1241) a oa ur skrivagner hag ur politikour islandat. Div wech e voe Lögsögumad en Althing met hiziv e vez brudet dreist-holl evit e vezañ skrivet an Eda komzet plaen hag an Heimskringla un istor eus rouaned Norvegia a zeraou gant an Ynglinga saga ha kenderc'hel a ra betek deroù ar grennamzer. Posubl eo ivez eñ-do skrivet an Egils saga.
Muntret e voe e 1241 gant Gissur Þorvaldsson hervez urzhioù roue Norvegia Haakon IV.