Skoroù moullañ
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur c'horreenn a vent skoueriekaet a vez lakaat huz da voullañ un teul warni eo ur skor moullañ. Peuliesañ e vez graet al labour-se gant ardivinkoù arbennik (gwaskerell, luc'heilerez, moullerez, pelleiler ha kement zo).
[kemmañ] Naouusterioù ar skoroù moullañ
Pevar naouuster e c'hellomp arweziañ da renkañ ar skoroù moullañ enne.
Ar grammaj pe tevder ar skor. Muzuliet e vez gant an naouuster-se an niver grammoù a zo gant 1 m² eus ur seurt skor roet (da skouer ur baperenn a 100g/m²). Seul devoc'h e vo ur skor seul bounneroc'h e vo hag e kresko a-se e c'hrammaj. Talvoudek eo dreist-holl evit ar paper.
Ar seurtad. Amañ e c'heller renkañ ar skoroù hervez an danvez int bet produet gantañ.
- Ar paper reizh
- Ar paper adaozet
- Ar paper treuzwelus (plastik eo a-benn-ar-fin)
- Ar paper treuztresañ
- Ar paper gwrezel stummet e beni evit ar pelleilerioù "gwrezel"
- Ar paper luc'hskeudenn
Ar perzhded. Kavet e vez kement a berzhdedoù hag a vez kavet a brizioù evit ar skoroù moullañ. Ar perzhded a zeu alies eus an doare da produiñ ar skoroù (perzh ha roud an neudennoù, tretiñ ha livañ ar paper ...). Hervez perzhded ar skor e vo gwell pe welloc'h perzhded ar moullañ hag e vo nebeut pe nebeutoc'h a stonkadur e amred ar paper, dreist-holl el luc'heilerezioù.
Ar vent. Gant an naouuster-se e c'heller anavezout ment ar skor e-touez ar re skoueriekaet (A6 da A0 hervez ar reolad e bro Frañs, ha mentoù all c'hoazh hervez reoladoù all evel ma vo gwelet izeloc'h).
[kemmañ] Arver ar skoroù moullañ
Lies skouerioù a skoroù moullañ a vez arveret er burevioù. An hini ar muiañ anavezet (hag ar muiañ implijet) eo ar paper e vez graet paper reizh anezhañ. Peurliesañ e vez moullet war baper reizh gwenn hogen e vez kavet ivez paper reizh a bep seurt liv. Warnañ e vez moullet ar peurvuiañ eus an teulioù moullet gand an ardivinkoù burevek arnevez. Ar grammaj implijet a zo 80g/². Gallout a reer, hervez an ardivinkoù, implijout ur grammaj betek 160g/m², ha 250g/m² zoken evit ar re nevesañ eus al luc'heilerezioù. Ne vez ket graet paper reizh gant ar skoroù paper gwell uheloc'h o zevder eget 80g/m² met kentoc'h paper kartoñs.
An hevelep labour a c'hell bezañ graet war paper adaozet. Pa oa bet lakaet war ar marc'had ar paper-se ne oa ket bet gwall briziet en abeg ma ne oa ket brav o ferzhded (gwenn-melen o goreenn, e veze lezet e-barzh an ardivinkoù kalz a boultrenn baper gante. Hag ouzhpenn e veze tapet buan al leizhïenn gante, pezh a rae e oa alies fall-put ar moulladur gante). Hogen bremañ e 2006 int deuet da vezañ kenkoulz war-vete o ferzhded hag hini ar paperioù all.
Ar paper treuzwelus a vez moullet dreist-holl evit bezañ implijet gant ar c'hilvannerioù. Gant ur seurt plastik eo e vezont kenderc'het (produet). Met DIWALL ! ar plastik-se a rank bezañ gouest da dremen gant ar forn da stabilaat an huz hep teuziñ e-barzh (ar wrez a c'hell tizhout fornioù an ardivinkoù burevek a zo 200°C).
[kemmañ] Ar mentoù
Liesseurt eo ar mentoù moullañ e bureveg. Ar mentoù-se a zo bet skoueriekaet hervez ar broioù a vezont arveret enne. Er re ar ra gant ar reizhiad metrek e kaver peurliesañ ar mentoù Ax (x o talvezout un niverenn a glot gant muzulioù skoueriekaet) pe gant ar mentoù Bx en Amerika dreist-holl. E broioù ma vez muzuliet gant ar ventenn a reer meutad anezhi e kaver mentoù skoueriekaet ivez (da skouer: 11 x 17 meutad pe 8½ x 11 meutad) :
Anweniñ | Hirder & ledander (e mm) |
A3 | 420 x 297 |
A4 | 297 x 210 |
A5 | 210 x 148 |
B4 | 364 x 257 |
B5 | 257 x 182 |
Pezh e c'hellomp menegiñ amañ eo e klot ur vent skoueriekaet gant an hanter pe an daougement eus an hini a heuilh pe a zeu diaraok.
[kemmañ] Ar paper listad (pe listing)
War ar skor-se e veze moullet gwechall peurliesañ pa ne veze labouret nemet gant moullerezioù dre bikennoù pe moullerezioù ogedel. Neoazh e vezont implijet c'hoazh evit moulladurioù ispisial evel ar re a-fed merañ ar boniadoù (pe bernadoù). Aezetoc'h eo moullañ ha dielfennañ heuilhadoù hir a sifroù war skoroù listad evit war follennoù distag e c'hellfe bezañ kollet unan anezhe.
Follennoù a vent amerikan B4 (pe B3) staget an eil gant eben eo ar paper listad, erien toullet a bet tu annezhe d'o lakaat da vont war-raok gant ar voullerez.