Sant-Maloù
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Kumunioù Breizh | |
---|---|
Sant-Maloù | |
Departamant | {{{departamant}}} |
Bro hengounel | Bro Sant-Maloù |
Arondisamant | Sant-Maloù |
Etrekumuniezh | Communauté d'agglomération du Pays de Saint-Malo |
Bro 'Voynet' | |
Pastell-vro votiñ | {{{Pastell-vro}}} |
Kanton | pennlec'h daou ganton |
Kod INSEE | 35288 |
Kod post | 35400 |
Maer Amzer gefridi |
René Couanau 2008-2014 |
Gorread | 3 658 ha = 36,58 km² |
Hed | 02° 00’ 27’’ |
Led | 48° 38’ 53’’ |
Uhelder | keitat : 8 m bihanañ : 0 m brasañ : 51 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 50 675 (1999) |
Stankter | 1 385 ann./km2 |
{{{kartenn}}} |
Ur gumun eus departamant Il-ha-Gwilen eo Sant-Maloù.
Un isprefeti eo.
Taolenn |
[kemmañ] Douaroniezh
Ur porzh a sko war Mor Breizh eo, e genoù ar Renk.
[kemmañ] Melestradurezh
Goude an eil brezel bed e oa aet kalz war zigresk niver annezidi Sant-Maloù. Diwar se e oa bet divizet e 1967 kendeuziñ ar gumun gant Parame ha Sant-Servan.
[kemmañ] Istor
Dont a ra an anv Sant-Maloù eus ar manac'h Maloù, lakaet da sant a voe eskob kentañ kêr.
[kemmañ] Monumantoù ha lec'hioù istorel
Betek 2005 e oa al label "Kêr a istor hag a c'hlad" gant Sant-Maloù met aet eo diganti.
- Iliz-veur Sant-Visant, gouestlet da sant Visant Saragosa.
- Tour Solidor.
- Ar c'hastell bet savet gant duged Breizh : Yann IV, Yann V, Frañsez II hag Anna Vreizh.
- Ar mogerioù-kreñv.
- Kenkizioù Parame
[kemmañ] Tudennoù meur
E Sant-Maloù eo bet ganet :
- Jakez Karter (1491-1557).
- Pierre Louis Moreau de Maupertuis (1698-1759), jedoniour ha steredoniour.
- René Duguay-Trouin (1673, 1736).
- François-René de Chateaubriand (1768-1848).
- Roparzh Surcouf (1773-1827).
- Félicité Robert de Lamennais (1782-1854).
[kemmañ] Stad ar brezhoneg
Ur skol divyezhek zo bet savet en Deskadurezh Stad e 2000. 0,6% eus ar vugale a zo ganti er c'hentañ derez. [1]
Evit gouzout muioc'h diwar-benn stad ar brezhoneg e Sant-Maloù, kit war lec'hienn Ofis ar Brezhoneg, rubrikenn "Arsellva", enklask dre vro : [2].