Pterelaos
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Pterelaos (Πτερέλαος e gregach) a oa roue Tafos e mojennoù Hellaz kozh.
Hennezh en devoa ur vlevenn aour e-kreiz e vlev, hag evit e lazhañ e oa ret troc'hañ ar vlevenn vurzhudus-se.
Pa deuas Amfitrion gant un arme eus Tebai da aloubiñ e vro e voe lavaret dezhañ n'hallje ket kemer e gêrbenn, nemet lazhañ a rafe ar roue a-raok. Hogen, evit lazhañ ar roue, e oa ret troc'hañ ar vlevenn. Un dra dibosubl d'ober eta pa oa Pterelaos a-drek mogerioù e wikadell.
Dre chañs en doa ur verc'h.
Ha honnezh, ar verc'h-se, Komaitho hec'h anv, a eas dra droc'hañ ar vlevenn diwar benn he zad, mann nemet dre garantez ouzh Amfitrion. Evit he zrugarekaat e lazhas Amfitrion ar verc'h treitour, hag e roas an inizi d'e genvrezelourien: Kefallenia da Gefalos, hag ar re all da Heleios.