Plaza de soberanía
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Plazas de soberanía (ger-ha-ger 'lec'hioù aotrouniezh') zo un termen istorel a veze implijet evit ober anv eus an tiriadoù dalc'het war-eeun gant Spagn e Norzh Afrika (enebet ouzh ar pezh a oa gwechall ar warezveli spagnol war norzh Maroko ha Sahara ar C'hornôg).
Pemp plaza de soberanía zo, en o zouez div plaza mayor ('lec'hioù bras'):
- Ceuta
- Melilla
ha teir plaza menor ('lec'hioù bihan'):
- Islas Chafarinas,
- Peñón de Alhucemas,
- Peñón de Vélez de la Gomera,
Ouzhpenn ar re-mañ, emañ an Isla Perejil, un tamm enezennig roc'hellek digenvez nepell eus Ceuta zo bet danvez un tabut gant Maroko e 2002, hag a zo bet termenet evel ur Plaza de Soberanía ouzhpenn abaoe. Koulskoude n'eo ket tre ur Plaza de soberanía e gwirionez, kentoc'h ur seurt tachenn etre, un no-man's land.
Kêrioù emren eo bremañ al 'Lec'hioù bras' zo eus Ceuta ha Melilla (ur seurt kumuniezh emren). Ledanoc'h eo o galloudoù eget re ar c'huzulioù-kêr boas (gouest int da embann reolennadurioù a-benn seveniñ oberoù zo, gant ur giriegezh uheloc'h eget re ar c'huzulioù-kêr all). Nebeutoc'h a emrenerezh o deus memes tra eget ar c'humuniezhioù emren da vat. (n'o deus ket galloudoù lezennel emren). Setu perak ne vez ket graet nemeur ken gant an droienn 'plaza de soberanía' hiziv pa vez anv eus an div gêr-mañ.
AL 'lec'hioù bihan' a ya d'o ober enezennoùigoù bihan nepell eus aod Maroko. N'eus ket a boblañs sivil warno. Meret int war-eeun gant gouarnamant Madrid.
Ezel int eus Unaniezh Europa evel ar peurrest eus Spagn. Ober a reont gant an euro. An eil gant egile e sav poblañs ar plaza de soberanía da 145,336 a dud. Ingalet eo an dud hanter-hanter etre Ceuta ha Melilla mui pe vui, daoust m'eo un tammig stankoc'h an dud e Ceuta.
Pa voe dilezet gwarezveli Spagn war hanternoz Maroko ha pa voe anavezet dizalc'hiezh ar vro ganti e 1956 ne voe ket dilezet ar 'plazas de soberanía' peogwir e oant bet ul lodenn eus Spagn abaoe ar XVvet hag arXVIvet kantved ha, dre se, e oant chomet er-maez eus ar warezveli.
Luskadoù broadelour Maroko a c'houlenn aotrouniezh ar vro war an holl lec'hioù-se a-benn sevel Maroko Veur.
[kemmañ] Liammoù
- (en) Kartenn dalc'hoù Spagn e Norzh Afrika
- (fr) Savboent Maroko war Ceuta, Melilla hag ar Plazas de Soberania (e galleg)
Aozadur melestradurel Spagn | ||
---|---|---|
Kumuniezhioù emren: Andalousia | Aragon | Asturias | Inizi Balearez | Euskadi | Inizi Kanariez | Cantabria | Kastilha–La Mancha | Kastilha–Leon | Katalonia | Extremadura | Galiza | Madrid | Murcia | Navarre | La Rioja | Valencia | ||
Kêrioù emren: Ceuta | Melilla | ||
Plazas de soberanía menores: Islas Chafarinas | Peñón de Alhucemas | Peñón de Vélez de la Gomera |