Pegasos
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Pegasos (Πήγασος / Pếgasos e gregach, Pegasus e latin) aoa ur marc'h askellek e mojennoù Hellaz kozh.
[kemmañ] Mojenn
Ganet e voe Pegasos pa voe troc'het penn Medusa gant an haroz Perseüs, hervez a lenner e Teogonia Hesiodos. Diflukañ a reas , a-gevret gant C'hrisaor, eus gwad ar Gorgon Medusa, ma veze anvet ivez Medusæus, evel e Metamorfozoù Ovidius.
Hervez mojennoù all e oant mibien da Boseidon, a oa tad un toullad euzhviled all.
Atena a dapas hag a zoñvaas Pegasus, hag a gasas al loen d'ar Menez Parnas d'ar Muzezed. Diwar-se e voe marc'h ar Muzezed, ha prest da sikour ar varzhed.