Paco de Lucía
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
D'an 21 a viz an Azvent 1947 eo bet ganet ar soner gitar flamenco Paco de Lucia, Francisco Sánchez Gómez eo e añv badez.
Unan hag ar re vrudetañ e-touez ar sonerion gitar flamenco eo, adnevesaat stumm ar sonerezh-se getoñ, ha modernaet àr un dro. Mab d'ar soner gitar flamenco Antonio Sánchez, ha breur d'ar c'haner flamenco Pepe de Lucía ha d'ar soner gitar Ramón de Algeciras.
Taolenn |
[kemmañ] E vugaleaj, kammedoù kentañ e bed ar flamenco
Ganet eo Paco e Algeciras, e kreisteiz Bro-Spagn, nepell a strizh-mor Gibraltar, krouedur yaouankañ un tiad a bemp a vugale. Paco de Lucía, e añv arzour, a voe dibabet getoñ evit enoriñ e vamm : Lucía Gómez. Tapet en doa krog er gitar pa oe 5 ble, n'en doa ket 'met sellet doc'h e dad pe e vreudeur...
Ar wezh kentañ ma voe àr ar leurenn dirak arvestourion a voe e 1958, ha eñ 11, e Radio Algeciras. Tapet e voe ar priz spesial getoñ e kenstrivadeg flamenco Jerez, e 1959. Troiadoù sonadegoù a reas adalek neuze, get strollad flamenco an dañsour José Greco e 1961. Seniñ a reas er Stadoù-Unanet get Greco, ha eñ 14 vle hepken ! Du-hont, e New York, eh en em gavas get Mario Escudero ha Sabicas, gitarourion spagnolek brudet anezhe, hag ar re-mañ da vroudañ Paco da seniñ e-unan penn.
[kemmañ] An Oad gour
Setu enrollet ur bladenn solo gentañ getoñ e 1965, ur sonadeg en Teatro Real e Madrid àr ar marc'had, hag anavezet get an oll e varregezh, kement get metoù ar flamenko ha get an dud dre vras. Un ampartiz sebezennus ha touellus dezhoñ, ur varregezh dispar evit aoziñ tonioù nevez en ur chom toemm doc'h an hengoun, setu adalek neuze tachennoù nevez da ergerzhet get e vizied ! Adkempenn a reas Paco de Lucía tonioù savet get an aozour-sonerezh meur Manuel de Falla, hag o enrolliñ, ha meur a vle diwezhatoc'h e vo perc'hennet hag enrollet getoñ pennoberenn Joaquim Rodrigo, ar "c'hConcerto d'Aranjuez". Kenlabourat (kenseniñ pa larin mat !) a ray diwezhatoc'h get sonerien veur ar jazz evel Larry Corryel pe Chick Corea...
[kemmañ] Digeriñ a ra ar flamenco d'ar sonerezhioù arall
Da c'houde, etre 1968 ha 1977, e reas berzh get e genseurt kanour Camarón de la Isla, ur sapre unan ken brudet arall ! Un dek pladenn bennak a voe frouezh ar c'henlabour-se.
Ha tro ar ble 80 setu eñ é soniñ get Al Di Meola ha John Mc Laughlin, sonerion jazz anezhe (ha muioc'h evit-se ! arnodennourion àr dachenn ar sonerezh kentoc'h). Enrollet eh eus bet pladennoù fiskal, ha troiadoù sonadegoù amañ hag ahont, er Stadoù-Unanet hag e lerc'hioù arall. E 1981 e voe savet an trikon a-stroll get ar c'hitarourion-se. Ar bladenn « Friday Night in San-Francisco » enrollet e-pad un droiad sonadegoù er bed a-bezh a voe da heul hag a reas berzh. "Passion, Grace and Fire", a zo ur bladenn fiskal arall savet gete (1983).
Gouiet en deus teuziñ stumm ar flamenco mod kozh get ur stumm nevez, ijinet getoñ, a-benn sevel pladennoù ag ar choaz, dezhoñ un doare da soniñ hag a vez prizet kement get tud an hengoun ha get selaouerion na oant ket toemm o diskouarn doc'h ar flamenco e-raok. Moned a ra pelloc'h evit ar flamenco, digoret en deus ar sonerezh-se d'ar bed a-bezh, piv ne vehe ket bamet pa vez klevet e donioù, ha gwelet e vizied é redek àr troad e gitar ? Ur mailh àr ar picados hag ar rasqueados anezhoñ !
A-hed ar wezh en deus kendalc'het Paco da seniñ get e strollad dezhoñ "Paco de Lucía Sextet" (get e vreudeur Ramón ha Pepe).
E-raok pleustriñ àr oberenn aozour-sonerezh Joaquín Rodrigo Concierto De Aranjuez e 1991 n'en doa ket desket biskoazh da lenn notennoù ar sonerezh. Neuze e teuas a-benn da seniñ lodenn vrasañ ar c'hConcierto memestra en ur selaou enrolladennoù kent. Marteze ne zouje ket rik doc'h an oberenn (ha doc'h an notennoù a-orin peurgetket) met kavout a rae dezhoñ e oa pouezusoc'h ar lusk pa oa ur gwir sonour flamenco anezhoñ.
Eilet en deus get e c'hitar kanerion flamenco, hag an hani brudetañ Camaron de la Isla, 10 album en deus enrollet getoñ, un eilerezh doc'h an dibab evit mestr ar c'han flamenco.
[kemmañ] Oberenn ur mailh
Nevesaet en deus Paco de Lucía ar flamenco, levezon ur yoc'h gitarourion en e c'hoari sur aset. Setu a-drugarez dezhoñ ha d'un nebeud re 'rall e oa bet kresket brud ar flamenco er bed a-bezh, pelloc'h evit bevennoù bed hengounel ar sonerezh-se, hep dinac'hiñ spered sevenadur ar flamenco. Bet en deus Paco De Lucia priz Prins Asturia an Arzoù (paeroniet get Prinz pennher rouantelezh Bro Spagn) e Oviedo (Asturia) e dilost-amzer 2004. "Unan ag ar re wellañ e-touez kanadourion sevenadur bro Spagn er bed" diàr pozioù ar juri hag ivez : "Rac'h ar pezh a c'hell bout estaolet get 6 kordenn ur gitar a c'hell donet ag e zaouarn, get from don ar gisidigezh" (pe un dra bennak tost a-walc'h !!!).
[kemmañ] Pladennoù
- "Dos guitarras flamencas" (1965) get Ricardo Modrego
- "Dos guitarras flamencas en stereo" (1965) get Ricardo Modrego
- "Doce canciones de García Lorca para guitarra" (1965) get Ricardo Modrego
- "Dos guitarras flamencas en America Latina" (1967) get Ramón de Algeciras
- "La fabulosa guitarra de Paco de Lucía" (1967)
- "Hispanoamerica" (1969)
- "Fantasía flamenca" (1969)
- "Recital de guitarra" (1971)
- "El duende flamenco" (1972)
- "Entre Dos Aguas" (1973)
- "En vivo desde el teatro real" (1975)
- "Fuente y caudal" (1975)
- "Almoraima" (1976)
- "Interpreta a Manuel de Falla" (1978)
- "Castro Marín" (1981)
- "Friday Night in San Francisco" (1981) get Al DiMeola ha John McLaughlin
- "Solo quiero caminar" (1981) The Paco de Lucía Sextet
- "Passion, Grace and Fire" (1983) get Al DiMeola ha John McLaughlin
- "Live One Summer Night" (1984) The Paco de Lucía Sextet
- "Siroco" (1987)
- "Zyryab" (1990)
- "Concierto de Aranjuez" (1991)
- "Live in America" (1993) The Paco de Lucía Sextet
- "The Guitar Trio" (1996) get Al DiMeola ha John McLaughlin
- "Luzia" (1998)
- "Cositas Buenas" (2004)