OSI
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur patrom dave evit digoradur ar rouedadoù eo OSI (Open System Interface), bet savet e 1984, 10 bloaz war-lec'h ar c'homenad diazez evit rouedadoù an Internet, anTCP/IP.
Taolenn |
[kemmañ] Perak skoueriakaat
Elfennoù alvezel ha mezoniel eo a ra ur rouedad. Rankout a ra ar stlennoù a vez o redek gant ar funioù rouedad dindan stumm iriennoù degouezhout gant ar resever mat ha bezañ deveizet gantañ. Evit kevaraezañ ur c'horvoiñ reizh gant ur rouedad e oe bet ijinet an OSI gant an ISO.
[kemmañ] Petra eo an OSI
Despizañ a ra ar reolad OSI ur patrom 7 live dezhañ da skoueriekaat an eskemmoù etre ardivinkoù war ur rouedad. Ar patrom-se e vez despizet gantañ an arc'hwelioù staget gant pep hini eus al liveoù. Pep live a zo evel ur gougorer gwazadurioù evit al live a-us.
Evit treuzkas stlennoù pe arc'hadoù da live kevatal ur resever e rank un ardivink war ar rouedad a rank sevel un irienn (ur bloc'h roadennoù enni) ha lakaat anezhi da dreuziñ al liveoù a-is pep hini anezhe oc'h ouzhpennañ ur reollin spesadel. Gant an ardivink resever e vez ezvoneget an irienn ha deveizet ar stlennoù pe an arc'hadoù. Implijout a ra al live N al live N-1 ha pourvez gwazadurioù d'al live N+1.
[kemmañ] Ar bolc'hennañ
Pa vez ul live rouedad o vont da gehentiñ gant e live kevatal e laka ar stlennoù da ziskenn gant al liveoù a-is oc'h ouzhpennañ erlevioù evit live ar resever. Neuze e vo ar roadennoù hag ar reollin eus ul live N o tont da vezañ roadennoù al live N-1. Ur reollin erlevioù 'vo savet gant al live-mañ diwezhañ. Ar reollin-se hag ar roadennoù a vo roadennoù al live N-2...
Graet 'vez bolc'hennañ eus ar mont-en-dro-se. Un tammig evel merc'hodennoù Bro-Rusia !
[kemmañ] Al liveoù
- Al live alvezel : Despizañ a ra al live-se an doare da dreuzkas an arhentoù hag ar pezh a dreled anezhe. Tredanel e c'hellont bezañ pe dredanwarellel pe luc'hel. Gand ur gartenn rouedad ha funioù (pe skoroù all) e vez roet lañs d'o skignerezh.
- Al live eread : Troet e vez gantañ ar roadennoù niverel e arhentoù hag elfennoù 'vez ouzhpennet d'ober un irienn (pe ur pakad 'giz 'vez lâret ivez). Ouzhpennet e vez ur reollin da hennadiñ ar c'haser hag ar paker. E-barzh ar reollin-se e vez kavet ennegoù alvezel o c'hartenn rouedad. Gant al live-se e vez dinoet kudennoù kehentiñ oc'h ober gant ur boneg spesadel anvet CRC.
- Al live rouedad : Amañ e vez dibabet an hent-mont gwellañ da dreuzkas ar pakadoù ma vez muioc'h evit unan. Ar routa e vez graet eus an doare-se d'ober.
- Al live dezougerezh : El live-mañ e vez gwiriet gant ar reizhiad hag-eñ oa tremenet mat an treuzkas etre ar c'haser hag ar resever. Lakaet e vez da dalvezout amañ ur wikefre da wiriekaat soliusted ar c'hehentiñ : ar "mod kennasket" 'vez graet anezhi. Arveret e vez gant ar wikefre-se ur reizhiad kesouen degemer evit ar pakadoù resevet. Ma n'eo ket resevet ar c'hesouen degemer gant ar c'haser a-benn ur lajad, da lâret eo n'eo ket bet resevet mat ar pakad gant ar resever ha n'eo ket bet kaset gantañ d'ar c'haser ar c'hesouen degemer, e vo kaset en-dro ar pakad gant ar c'haser ha evezhiet gantañ ha ne vefe ket pad ar c'has hiroc'h evit div wech pad mont-dont ar c'has. An ACK (Acknowledge) 'vez anvet ar c'hesouen degemer. Un arhent all, an NAK (Negative Acknowlegment), a vez kaset gant ar resever mac'h eo faziek ar stlennoù resevet.
- Al live estez : Merañ a ra al live-se azloc'hañ ar c'hehentiñ pa zeu un darvoud. Ober a ra gant poentoù goubredañ da warediñ kemperzh ar c'hehentiñ. Kevaraezañ a ra ar gwarediñ-se da loc'hañ en-dro ar c'hehentiñ adalek an darvoud. Al live-se eo 'ni a ver ar c'hennaskañ ouzh ul loaz war un rouedad.
- Al live erouezañ : Stummañ ar roadennoù eo pal al live-se oc'h heuliañ an arventennoù etrebroadel (mentrezhioù a-bep seurt evel da skouer an areg HTML). Merañ a ra ouzhpenn an ennodiñ-disnodiñ (anavioù, gerioù tremen) hag ar gwaegañ-diswaegañ.
- Al live arload : Ar c'hetal kehentiñ gant an arveriad eo. Ur meziant spesadel a c'hell bezañ pe arc'hadoù eus ur reizhiad korvoiñ. Meret e vez gant al live-se ivez ar c'hehentiñ etre an arloadoù evel ar posteloù, an treuzkas teulioù ha kement zo... An arloadoù a c'hell bezañ gwazadurioù evel da skouer FTP, SNMP, SMTP hag all.
...............................................Ijinenn 1........................................................................Ijinenn 2..................