Orazio Gentileschi
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Orazio Lomi Gentileschi (1563 e Pisa – 1639 e Londrez) a oa ul livour italian.
Tad e oa d'al livourez Artemisia Gentileschi. Levezonet bras e voe gant Caravaggio.
E 1626 ez eas da labourat da Vro-Saoz, e lez ar roue Charlez Iañ . E-pad ur pennad e labouras e Paris ivez, e palez al Luxembourg. Dont a reas kalz alivourien d'e welet, Gallaoued ha Hollandiz, ha levezoniñ a reas Louis Le Nain, Laurent de La Hyre, ha Philippe de Champaigne.