Naig Rozmor
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Naig Rozmor a zo anv skrivagnerez Anne Corre (anv itron) pe Anne Le Bihan (anv plac'h yaouank). Ganet eo e 1923 e Kastell-Paol, war aodoù Penn-ar-Bed. Hec'h anv skrivagner a zo Naig Rozmor (Rozmor a zeu eus anv he zi e Rosko). Brezhonegerez a-vihanik eo.
Taolenn |
[kemmañ] Buhez
[kemmañ] Bugaleaj
He c'herent a oa labourerien-douar. He zad ne blije ket ar galleg dezhañ. Teir c’hoar he doa. He mamm a oa mestrez en ti, hag ar vamm-gozh a oa doujet ha selaouet gant an holl. He mamm a zo dimezet gant un den a oa o chom war an aod evit ma ne vije ket re a labour ganti er parkeier. Er parkeier e veze ret alies d’ar maouezed dougen war o c’hein seier leun a vleud, a winizh pe a ed. Ne oa nemet 3 levr er gêr, ha desket he deus lenn gant “Buhez ar Sent”.
Aet eo da 7 vloaz d’ar skol. Poan he doa o lavarout “oui”, ha hag an dra-se en deus merket anezhi rak he skolaerez a lâre dezhi e oa ret dezhi labourat da lâret “oui” evel an holl. Labouret he deus kalz er skol, gant ar soñj ober studioù goude. Gouzout a rae Naig e oa sikouret ar vugale o doa c’hoant d'ober studioù gant ar vistri-skol. C’hoant he doa bezañ skolaerez, met gant ar brezel e oa ret dezhi mont da sikour d’ar parkeier, setu n’he deus ket bet tro d’ober studioù.
Abaoe ma oa bihan-kenañ eo bet dedennet gant al lennegezh. Da bemzek vloaz ez eus bet goulennet diganti erlec’hiañ ur plac’h yaouank er radio e-doug ur prantadig, hag eno he deus komprenet pouezusted ar brezhoneg. Ar pezh a blije dezhi ar muiañ a oa ar c'hontadennoù, an istorioù karantez hag ar c’hoariva, ha se he deus skrivet abaoe.
Pa oa bihan e veze lâret dezhi e oa ur razpaotr rak c‘hoari a rae gant baotred. Sachet e veze war he divskouarn dezhi gant he zad dre ma ne oa ket traoù d’ober. Met pa oa bihan, amezeien a oad ganti na oant ken nemet paotred, setu p’he deveze c’hoant da c’hoari e ranke mont gante. Adalek he 10 bloaz e oa bet rediet da chom muioc’h gant merc’hed, neuze gant he zeir c’hoar. Aze ez eo kroget da skrivañ (dre guzh) rak ne oa ket memes oad gante.
Pa oa bihan e veze roet dezhi kiriegezhioù, evel skrivañ lizhiri, skoliataet eo bet, setu he doa muioc’h a aezamant da skrivañ. Muioc’h a fiziañs a veze roet da verc’hed hec'h amzer eget en amzer he mamm.
[kemmañ] Oad gour
Eureujet eo gant ur martolod e 1947. 3 bugel o deus bet : Gweltaz, Gwenaella ha Ronan. O-femp o deus beajet dre morioù ar bed. 3 bugel-bihan he deus bremañ. Kustum e oa d’ar merc’hed az ae da zimeziñ mont da brenañ o sae dimeziñ gant o mamm. Naig he deus bet muioc’h a frankiz: aet eo hec'h-unan d’he frenañ. Roet e oa bet dezhi arc’hant ha laosket da brenañ ar pezh he doa c’hoant. Evel-just e oa bet goulennet ganti chom hep dispign holl.
Ur vamm-gaer drouk he deus bet. Komandiñ a rae war bep tra, betek he marv. Dont da verc’h-kaer a oa ur gwall dra evit Naig. Ne c’halle lavarout tra pa veze he mamm-gaer aze. Ret e veze dezhi chom sioul ha sentiñ ouzh ar pezh e veze lavaret dezhi.
[kemmañ] Skrivagnerez
Pa oa erru he bugale e ranke ober war o zro, setu ma ranke Naig skrivañ ur wech ma veze aet he bugale da gousket, d’an noz. Skrivet he deus kalz a istorioù evit ar vugale, ha barzhonegoù karantez. Tu zo da gavout he danevelloù el levr “Karantez ha Karantez” embannet e “Brud Nevez” e 1977. Gounezet he deus al levrenn-mañ kentañ priz “Unvaniezh skrivagnerien Breizh” e 1980.
Gant skoazell Per-Mari Mevel he deus skrivet pezhioù-c’hoari : 15 anezhe a zo bet embannet ha c’hoariet gant strolladoù ar vro, dreist-holl “Strollad ar Vro-Bagan”, hag o deus c’hoariet anezhe muioc’h eget 50 gwech.
[kemmañ] Skinwel
Kemeret he deus perzh e meur a abadenn skinwel :
-
- 1979 - " Embanner al ludu " - krouet gant Paol-Andre Picton
- 1982 - " Mona " - Telefilm krouet gant Paol-Andre Picton
- 1982 - "Liv an Amzer "
- 1983 - " Karantez " - Telefilm krouet gant Michel Tréguer
- 1984 - " Roi Arthur " Romant-kazetenn krouet gant Michel Tréguer
- 1985 - Tabut kaset en-dro gant Michel Baudu, krouet gant Michel Tréguer
- 1985 - " Mistero Buffo Dario Fo ", krouet gant M.L. Abjean
- 1985 - " Chim et Chinaou, vagabonds " e Guerledan, krouet gant Jean-Luc Cheve (Priz sinematografek evit " Les moissonneurs des toits ")
- 1986 - " Une deuxième chance " - krouet gant Michel Tréguer
- 1987- " Bi ha Mari Bi ", krouet gant M.L. Abjean, graet e Bro-Saoz
- 1987 - " Avaloù Avallon ", krouet gant Michel Tréguer
- 1987 - " Labour sul Labour Null ", krouet gant Goulc'han Kervella
- 1988 - Poltred al livour Yann-Berr Guiriec, krouet gant Per ar Flao
- 1988 - Istorioù Nedeleg
- 1988 / 89 - " Ulysse 31 " , doublaj ar romant-kazetenn
- 1989 - " Ar bank Oaled ", krouet gant M.L. Abjean
- 1989 - " Barzaz Breiz ", krouet gant Dirk Sanders
- 1990 - " An Daol Grenn ", krouet gant M.L. Abjean
- 1990 - " Super Breiz ", krouet gant M.L. Abjean
- 1991 - " Ar galouper ", krouet gant M.L. Abjean
- 1991 - " E Pluennig ", krouet gant M.L. Abjean
- 1992 - " Ar Goulenn Dimezi ", krouet gant M.L. Abjean
- eus1988 da 1990- " Tavarn ar Vretoned ", 20 telefilm, krouet gant M.L. Abjean
- 1993 - Kemer perzh e "Thalassa ", krouet gant M. Cohen
- 1994 - " La mort en Bretagne ", krouet gant M.L. Abjean
- 1995 - " La Nécessité Unique ", war tem ar marv e Breizh, krouet gant René Caron, graet e kastell Keryann.
- " Vent d'Ouest ", krouet gant Jacques Paugam - Tabut war stad ar maouezed e Breizh.
Meur a wech e kemeras perzh e tabutoù, sketchoù, kronikoù lennegel ha sosio-sevenadurel, gant : Franco Calafurdi, Alain Bienvenue, Youenn Gwernig, Per ar Flao, Michel Tréguer, M.L. Abjean, Franch Broudic
[kemmañ] Oberennoù
Meur a istor hag a bezh embannet e kazetennoù Bleun Brug ha Brud Nevez
-
- 1977 - "Karantez ha karantez", barzhonegoù (Brud Nevez 1977)
- 1980 - Priz ar barzhoneg e brezhoneg (Skrivagnerien Vrezhonek)
- 1981 - "Pezhioù-c'hoari nevez",
- pezhioù-c'hoari gant kenskoazell Pierre-Marie Mével, I, II ha III (Brud Nevez 1981)
- 1986 - " Sacré Tangi Bihan ", pezh e galleg
- 1987 - "War roudou Alanig al Louarn", istorioù (Emglev Breiz-Bleun Brug 1987)
- 1989 - "Trubuilloù ur Johnny war e vloavez kenta" (Emglev Breiz-Bleun Brug 1989)
- 1994 - "Evel un tantad"
- 1996 - "Ar Mestr", pezh-c'hoari, drama wirion
- Meur a droidigezh, en o zouez "L'offrande Lyrique et la corbeille de fruits" skrivet gant Tagore
- "An Ograou Strink " e Minic'hi Trelevenez, un dastumad barzhegoù
- 1997 - " Ma vez mad ar cheñch "
- 1997 - Troidigezh un dastumad bedel a varzhonegoù e yezhoù minorelezhioù, gant un tamm kentañ deuet er-maez e 1997 e brezhoneg hag e galleg, gant an titl " Mondo cane " - "Monde de chiens"
- 2001 - " Le monde des Léonards " - Gant kenskoazell Anna Guillou, sosiologourez
- 2002 - " Johniged an Hilda", pezh-c'hoari
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Ul lec'hienn diwar-benn Naig Rozmor
- ul lec'hienn diwar-benn Mondo Kane