Mirdi yuzev Berlin
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Mirdi yuzev Berlin (Jüdisches Museum) a zo ur mirdi e bal diskouez 2000 vloaz a istor yuzev en Alamagn. Ar steuñv anezhañ a zo bet ijinet gant ar savour amerikan Daniel Libeskind. Savet eo bet etre 1993 ha 1998, lezanvet eo ar Blitz (luc’hedenn) gant ar Verliniz. Disheñvel-tre diouzh mirdioù all Berlin eo.
Taolenn |
[kemmañ] Istor
Krouet e voe ur mirdi yuzev e Berlin (Oranienburger Strasse) e 1934, met rankout a reas serriñ diwar urzh an nazied e 1938. Kaoz e voe da zigeriñ ur mirdi all adalek 1971. E 1975 e voe savet ur gevredigezh a-benn kas ar raktres da benn. E 1978, da heul un diskouezadeg diwar-benn istor ar yuzevien, e voe digoret ur rann ispisial e mirdi Berlin. Aozet e voe ur genstrivadeg savourien e 1989. E 1999 e voe echu ar savadur, met ne oa tra ebet e-barzh. Goude un eil kenstrivadeg e voe degaset peadra d’e leuniañ. An dafar-se a oa bet miret da c’hortoz er Martin-Gropius-Bau. A-benn ar fin e voe aozet al lid-digor e 2001.
[kemmañ] Ar savadur
[kemmañ] Ar savadur kent : Kollegienhaus
E 1735 e voe savet ar savdur kent, met goude bombezadegoù an Eil Brezel Bed ne chome nemet ar mogerioù diavaez. Kempennet e voe e1963 hag e teuas da vezañ mirdi kêr Berlin. Hiziv an deiz ez eo an nor a gas d’a mirdi yuzev. A-benn tremen eus ur savdur d’egile e ranker tremen dre ur riboul a dizher en ur ziskenn derezioù du.
[kemmañ] Ar park
El liorzh ez eus 49 c’holonenn : ur monumant da gaout soñj eus ar Shoah eo. Warno ez eus bet plantet ur wezenn olivez, da aroueziñ ar peoc’h.
[kemmañ] Dastumadeg ar mirdi
3000 m² diskouezadeg peurbadus a zo, a-benn displegañ ha diskouez 2000 vloaz a vezañs hag a sevenadur yuzev en Alamagn. Traoù arzel ha dibar evel ur c’hantolor Hanoucca (savet e 1776 gant Georg Wilhelm Margraff), lizheroù, traoù ar vuhez pemdez pe traoù stag ouzh ar relijion a gaver er mirdi, asambles gant elfennoù liesvedia. Ma seblant peurgarget ar mirdi ez eo peogwir ez eus fellet d’an aozerien diskouez pegen pinvidik ha liesseurt e oa ar sevenadur yuzev, ha war un dro pegen spontus eo bet an naziegezh evito. Ouzhpenn e kinniger darvoudoù liesseurt evel sonadegoù, filmoù, stalioù-labour ha tabutoù evit ma vefe ul lec’h bev. Er mirdi e kaver ivez ul levraoueg, dielloù hag ur greizenn enklask liesvedia.
[kemmañ] Titouroù pleustrek
- E Lindenstraße 9-14, 10969 Berlin emañ ar mirdi.
- Digor e vez da Lun da Sadorn, etre 10e vintin hag 8e noz.