Mikael Madeg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur skrivagner brezhonek leonat eo, puilh e oberennoù. Troet eo kalzik e oberenn war-du sevenadur bord ar mor ha studiañ buhez an dud vihan e-kostez arvor Goueled Leon.
Taolenn |
[kemmañ] E vuhez
Ganet eo Mikael Madeg e Courbevoie (Pariz) d’ar 4 a viz Genver 1950. E dad a oa a Vreizh, eus Landivizio (ganet e 1922) hag e vamm eus Normandi. Kregiñ a reas Mikael Madeg da zeskiñ brezhoneg da 17 vloaz. Heuliet en deus ivez skol dre lizher Visant Seite, hag eo aet prestik goude e-barzh Al Leur Nevez. Desket en deus ivez kembraeg e Kembre ha gouezeleg e Bro-Skos. Bet eo bet skoliad en ENS St Cloud hag aet da gelenner saozneg war-lerc'h. Tapet en deus div zoktorelezh, unan diwar-benn al lesanvioù hag unan all diwar-benn an anvioù-lec'h.
[kemmañ] Skrivagner
Setu m'emañ Mikael Madeg o paouez skrivañ e 100vet levr. Diwar ar c'hant-se, ez eus 80 e brezhoneg hag 20 e galleg. Abaoe un tammig ouzhpenn da dregont vloaz e skriv Mikael Madeg. Skrivañ a ra daou seurt levr : levrioù studi hag enklask diwar-benn al lesanvioù, ha, lennegezh ha barzhonegoù met dreist-holl danavelloù ha romantoù.
Anavezet eo bet Mikael Madeg er bloavezhioù dek-ha-tri ugent pa oa deuet da Vro-Leon. Plijout a ra kalz dezhañ ar brezhoneg. Lavarout a ra ez eo ur yezh disheñvel diouzh ar reoù all, hag ivez e plij ar yezh-mañ dezhañ rak bez' ez eo yezh e vamm-gozh, mamm e dad.
[kemmañ] Mennozhioù
Lavarout a ra: «Miliadoù ha miliadoù a dud a gaoze brezhoneg bemdez, tro-dro din pa oan o skrivañ, met hini ebet na lenno ar skridoù-mañ, ur seurt preder avat eo».
Mikael Madeg a lavar traoù souezhus evit ur skrivagner brezhonek : «N'on ket deuet a-benn da c'houzout hag-eñ em eus c'hoant da vezañ anavezet pe get, n'eus forzh penaos ne vefe ket en ur skrivañ en brezhoneg e vefen anavezet». Souezhus eo rak eñ a zo gwall blijet gant ar yezh, met marteze e soñj dezhañ n'eo ket plijet an dud all gant ar yezh. Mikael Madeg n'eo ket ur skrivagner a youl vat evel kalz a skrivagnerien vrezhonek all, eñ eo e vicher skrivañ.
Ne ra ket Mikael Madeg levrioù diwar e benn e-unan, gwelloc'h eo dezhañ ijinañ istorioù.
[kemmañ] Oberennoù
Setu un nebeud oberennoù bet graet gant Mikael Madeg, an darn vrasañ bet embannet gant Emgleo Breiz:
- Pemp troad ar maout.
- Leor lesanoiou Bro-Leon ha Bro-Chelgenn
- Danevellou Gouezeleg a Vro-Skos
- Leor lesanoiou Leon : goueled Leon ha Bro-Bagan : who's not who, ha piou a zo
- Desevel bugale e brezoneg
- Yann e vaz-houarn.
- Ur lévrad lesanùeu a Vro-Gwened
- Ar seiz posubl
- Barzaz ; 1988
- O Breizh ma bro ; 1988
- Nozvez ar hig-ha-fars
- Tra ma vo mor ; 1989
- Le livre des surnoms du Léon
- Gweltaz an inizi ; 1990
- Marvaillou
- Sell a-drenv war eun oberenn : skrid diwar-benn al lennegez
- Arvoriz : danevellou
- Renabl anouiou lehiou inizi Kornog goueleg Leon
- Ar vougou : romant
- Marvaillou 6 : kleuziad ha kaea : labour ar hleuziou e Bro Leon
- Doareoù an ankou
- Poent 'zo bet e Bro-Leon
- Sarmoniou e brezoneg Leon
- Eun tanva euz brezoneg Bro-Leon
- Bezin e Bro-Leon
- Kontadennou euz traoñ-Kerne
- Kontadennou euz Bro Dreger ha Goelo
- Blaz keltieg, blas celtaidd, blas keltek, blas ceilteach, blas celtiagh. A taste of celtic languages, un goût de celtique
- Kontadennou euz Meneziou Kerne
- Talus du Léon : kleuziou e Bro-Leon
- Histoire de talus
- Renabl anoiou lehiou Bro-Leon gand o distagadur : renabl anoiou ruiou ha plasennou Bro-Leon
- Renabl anoiou keriadennou Bro-Leon hag o distagadur
- Such were the days...
- Blaz ar brezoneg
- Glaz ha gliz an hanvez-se : romant
- Surprenants surnoms bretons. Al lesanoiou brezoneg gwella
- Dre al lano hag an tre : danevellou
- Renabl anoioù lehioù arvor Goueled-Leon : Landerne, Ar Forest, Gwipavaz, Ar Releg, Brest, Plouzane, Lokmaria, Plougonvelen, Konk-Leon, Ploñger, Plouarzel (Trezian) ha Lambaol-Blouarzel. Etre Elorn ha Porzh Skaf
- Renabl anoiou lehiou arvor goueled Leon : Gwitalmeze, Lambaol
- Leor lesanoiou gouezeleg Bro-Skos.
- Bro Leon ennon
- Danjeruz?... Tamm ebed !
- Eul leoriad lesanoiou euz bro-Dreger ha bro-Ouelo
- Plounemzao (...atao!)
- Leoniz : danevellou.
- Dornskrid Sant Jakez
- Ur Bloavezh Truilhog (al levr-mañ a zo e levr diwezhañ 'vit ar poent)
- Danevelloù gouezeleg a Vro Skos
- Ur brezelour e oan, Donnachadh Mac Dhomhnaill (e gwirionez Mikael Madeg), Embannadurioù Al Liamm, 2006
- Kala-goañv, Tsunami, TES, 2006
- Ar fri war ar gloued, Emgleo Breiz
- Feunteunioù brudet Bro-Leon, Emgleo Breiz