Kopernisian
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar marevezh diwezhañ eus istor douarel al Loar eo ar c'hopernisian. Mont a ra eus 1.000 milion a vloavezhioù zo betek hiziv. Krediñ a reer e oa paouezet an oberiantiz douarouriel e deroù ar c'hopernisian ha stokadoù stered-lostek hepken a gemme douaroniezh al Loar. E-pad ar marevezh-se e voe furmet ar c'hraterioù roudennet evel krater Copernicus a verk e furmidigezh deroù ar marevezh.
Gant ejecta distaolet gant ur stokad e voe stummet ar roudennoù a gelc'h kraterioù yaouank al Loar. Gant tout ar c'hraterioù e oa roudennoù evel-se e deroù o istor met diverket e vezont goustadig gant stokadou arall ha mikro-mein-kurun. War-dro Tycho emañ ar sistem a roudennoù pennañ.
Ouzh an neoprotrozoeg hag ar fanerozoeg e klot ar c'hopernisian.
Marevezhioù eus Skeul amzervezhioù loarel : |
Rak-nektareg - Nektareg - Imbrian Izel - Imbrian Uhel - Eratostenian - Kopernisian |