Kopenhagen
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
København | |
---|---|
Riez | Danmark |
Rannvro | Hovedstadsregionen |
Kod pellgomz | |
Maer (Overborgmester) Amzer gefridi |
Ritt Bjerregaard (sokialour) 2006- |
Gorread - Takad kêrel a-bezh |
88 km² 455.61 km² |
Hed | 12° 34' R |
Led | 55° 43' N |
Uhelder | 1 m |
Poblañs hep kontoù doubl - Takad kêrel a-bezh |
501 158 (2006) 1 211 542 |
Stankter | 5 695/km² |
Kopenhagen (København [købm̩ˈhawˀn] e daneg) eo kêr-benn ha kêr vrasañ Danmark. Dont a ra anv danek ar gêr eus distummadur ur stumm koshoc’h Købmandshavn a dalveze "porzh ar varc’hadourien", dre ma oa ur porzh-mor lec’hiet brav e digor ar Mor Baltel, war aod reter enez Sjælland. Dont a ra an anv brezhonek eus ar stumm alamanek Kopenhagen, zo tremenet e meur a yezh eus kornôg Europa. E Kopenhagen emañ sez parlamant Danmark ha palez ar roueed. War-dro 1,8 milion a dud zo o chom e kêr ha tro-dro.
Taolenn |
[kemmañ] Istor
Savet e voe Kopenhagen war-dro ar bloavezh 1000, gant Sweyn Iañ hag e vab Knut ar Bras. Ur geriadenn vras a besketaerien e voe betek kreiz an XIIvet kantved, pa zeuas da vezañ perc’hennet gant an eskob Absalon ha pa voe kreñvaet gantañ e 1167. Dre ma oa mat ar porzh e kreskas Kopenhagen evit dont da vezañ ur greizenn genwerzh a bouez. Taget e voe meur a wech gant Kevre an Hansa, dre ma oa c’hoantaet pinvidigezh ar porzh bras gant tud hanternoz Alamagn. E 1658-1659 e voe lakaet seziz war ar gêr gant Svediz Karl X. E 1801 e voe un emgann er porzh etre morlu Breizh-Veur, renet gant an Amiral Parker, ha morlu Danmark. E 1807 adarre e voe listri Breizh-Veur eno, o vombardañ Kopenhagen evit ma ne gouezhfe ket morlu Danmark etre daouarn Napoleon Iañ. Neuze e voe distrujet ul lodenn vat eus kêr ha kantadoù a dud a voe lazhet. E-pad an Eil brezel bed e voe aloubet Kopenhagen hag ar peurrest eus Danmark gant soudarded alaman, etre miz Ebrel 1940 ha miz Mae 1945.
Abaoe ar bloavezh 2000 eo liammet kêrioù Kopenhagen ha Malmö, e Sveden, gant ur pont-riboul (Pont Øresund), ma c’hell tremen trenioù ha kirri.
[kemmañ] Un nebeud tud vrudet genidik eus Kopenhagen
- Hans Christian Andersen
- Niels Bohr
- Tycho Brahe
- Nikolai Grundtvig
- Ludvig Holberg
- Søren Kierkegaard
[kemmañ] Gevellerezh
- Patrom:Country data France Pariz, Bro-C'hall
- Patrom:Country data Iceland Reykjavik, Island
- Patrom:Country data Czech Republic Praha, Tchekia (gevellerezh anofisiel) Daveoù a vank
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Bravat Kopenhagen lec’hienn evit an douristed
- skeudennoù eus Kopenhagen