Kole
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur c'hole, pe kole-tarv, zo un tarv yaouank ha n'eo ket spazhet, hag a zo savet pe evit e gig, pe evit gouennañ, pe an eil hag egile.
Hervez gant petore saverien int maget e c'hallont bezañ lakaet e krevier a-hed an deiz, pe lakaet da beuriñ er parkerier.
E-barzh ar c'revier e vezont maget gant boued-labouradegoù lein a vitaminoù, hag a louzoù, a-benn o lakaat da gaout muioc'h a bouez. Lazhet e vezont war-do 15 pe 18 miz.