Kerentiad
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Ar c'herentiad (liester : kerentiadoù) a zo un doare rummata diwar ar peuzheñvelded pe ar bevien pe ar yezhoù. Deveret eo eus kerent, liester ar ger kar, dezhañ ar ster bev pe dra peuzheñvel.
[kemmañ] Rummatadur ar bevien
Implijet e vez ar ger kerentiad e bevoniezh evel un derez e-barzh skeul rummatadur reizhiadek ar bevien evel m'en deus kinniget ober Carl von Linné . Etre an urzhaz hag an iskerentiad emañ.
[kemmañ] Dibennoù-ger latin a verk ar renk e rummatadur ar bevien
E diwezh anvioù ar c'herentiadoù e kaver al lostgerioù latin -aceae evit ar plant, ar bezhin hag ar foue hag -idae evit al loened.
Skourioù:
- Loened: Cervidae, Hominidae
- Plant : Liliaceae , Simaroubaceae
[kemmañ] Rummatadur ar yezhoù
Pa klask ar yezhoniourien keñveriañ an holl yezhoù e vezont sachet da rummata anezho dre o feuzheñvelderioù, dre gwriziennoù ar gerioù peurvuiañ. Da skouer e vez rummet ar yezhoù kar e Europa hag e Azia ha savet eo bet meiz ar c'herentiad indezeuropek, ur yezh n'en deus roudoù an-unan ebet nemet dre stummoù zo a c'heller studiañ e yezhoù zo, koulz bev ha marv.