Kensonenn silabennek
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn silabennek (saoz.: syllabic consonant) evit komz eus ur gensonenn a c'hall talvezout da silabenn drezi hec'h-unan fenn pe c'hoazh da graoñiell ur silabenn.
Hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel e vez implijet ar sin diakritek ispisial < ̩> skrivet dindan ur gensonenn evit diswel eo silabennek.
E brezhoneg unvan ne gaver kensonenn silabennek ebet nemet ma vefe evit onomatopia, da skouer:
- ch! [ʃ̩] evit lakaat an dud da devel
- sss [s̩] evit drevezañ trouz un naer
- zzz [z̩] evit drevezañ trouz ur wenanenn
Setu e nebeud skouerioù diwar yezhoù ar bed ma vez implijet kensonennoù silabennek gante en un doare boaz:
- Saozneg:
- E saozneg kaver un n silabennek hag un l silabennel, da skouer:
- button [bʌt̚n̩] ("buton; nozelenn")
- bottle [bɒtl̩] ("boutailh")
- Sañskriteg
- E sañskriteg ऋ [r̩] ऌ [l̩] a zo o-div kensonennoù silabennek o klotaat gant ar c'hensonennoù nann-silabennek र [r] ha ल [l].
- Tchekeg ha slovakeg
- E tchekeg hag e slovakeg e c'hell bezañ silabennek r [ɾ] hag l [l], da skouer:
- Strč prst skrz krk ("lakaat a reas ar biz a-dreuz d'ar gouzoug")
- Ouzhpenn-se e c'hell ar c'hensonnoù silabennek-se bezañ berr pe hir skrivet gant un tired lemm warne, ŕ ha ĺ), da skouer:
- kĺb ("kevre")
- vŕba ("halegenn")
E yezhoù all, en o zouez en tacheliteg ar yezhoù salichek hag ar yezhoù wakachek e kaver ivez kensonenn dre serriñ (saoz. obstruent) hag a c'hell bezañ dielfennet evel kensonennoù silabennek, da skouer e bellakouleg ([pʰtʰkʰtsʰ]):
- [spʰs] "avel biz"
- [ɬqʰ] "gleb"
- [ťɬɬ] "sec'h"
E sinaeg manadrinek unvan e kaver elfennoù deskrivet peurliesañ evel "vogalennoù dre daravat" (saoz. fricative vowels) hag a c'hell bezañ dielfennet a-hend-all evel kensonennoù dre daravat (saoz. fricative consonant), da skouer:
- zhi dielfennet evel [ʐ̩] e lec'h [ʐɨ]