Kardinal
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Evit anv ar pesk a zo dezhañ ar memes anv, sell ouzh Kardinal (pesk)
Un titl roet gant ar pab d'un den a iliz eo hini ar c'hardinal, hemañ renket dres dindan ar pab evel unan eus e guzulierien. Ar Skolaj sakr a vez graet eus an holl gardinaled. Pa vezont kouviet gant ar pab evit kaout divizoù war aferioù an Iliz katolik roman ha war he c'hredennoù e vez anvet ar vodadeg ar Sened-Meur.
Pa vez marv ur pab e vez dilennet un all gant an holl gardinaled dindan 80 bloaz ha ne c'hellont ket mont kuit eus al lec'h er Vatikan a-raok disoc'h an dilennadeg. Ar sened-kardinaled e vez graet eus ar bodad-se (e latin conclave, da lavaret eo prennet gant un alc'hwez. Gwisket e vez ar gardinaled evit al lidoù meur gant ur soutanenn, ur roked hag un tog ruz.
[kemmañ] Sellet ivez
- Roll ar senedoù-meur anavezet gant an Iliz katolik roman