Kanol Otranto
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Kanol Otranto zo ur strizh-mor etre Puglia hag Albania. Rannañ a ra Mor Adria en hanternoz diouzh ar Mor Ionian er c'hreisteiz. 70 kilometrad hed zo dezhañ.
Dont a ra an anv eus kêr italian Otranto, e proviñs Lecce. An daou veg-douar tostañ er strizh-mor-se eo Kab Otranto en Italia ha Kab Lingetta en Albania.