Jemmapes (departamant)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar Jemmapes a oa anv un departamant gall e Belgia etre 1795 ha 1814. Dont a ra an anv eus Jemmapes, ur gêriadenn ma voe un emgann etre ar C'hallaoued hag an Aostrianed e 1792 tost da gêr Mons, a oa bet lakaet da bennlec'h dezhañ.
[kemmañ] Savidigezh
Savet e voe an departamant e 1795, pa voe aloubet ar vro gant ar C'hallaoued, diwar an douaroù ac'h ae d'ober kontelezh Hainaut, ha gant kêr Tournai, un darn eus kontelezh Namur (Charleroi) hag eus eskopti Liège (Thuin).
[kemmañ] Arondisamantoù ha kantonioù
- Mons, kantonioù: Boussu, Chièvres, Dour, Enghien, Lens, Le Roeulx, Mons, Pâturages ha Soignies.
- Charleroi, kantonioù: Beaumont, Binche, Charleroi, Chimay, Fontaine-l'Evêque, Gosselies, Merbes-le-Château, Seneffe ha Thuin.
- Tournai, kantonioù: Antoing, Ath, Celles, Ellezelles, Frasnes-lez-Anvaing, Lessines, Leuze-en-Hainaut, Péruwelz, Quevaucamps, Templeuve ha Tournai.
War-lerc'h faezhidigezh Napoleon e 1814, e teuas an departamant da vout rann eus Rouantelezh Unanet an Izelvroioù evel proviñs Hainaut. Dre vras e klot gant proviñs Hainaut hiziv.