See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
ISO 639-3 - Wikipedia

ISO 639-3

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor


Trede rann ISO 639 eo ISO 639-3. War ar stern emañ c'hoazh. Labourat e e vez warnañ evit ledanaat ISO 639-2 evit ma vefe ur c'hod unvan evit holl yezhoù ar bed.

Lakaet eo bet e pleustr dijañ ar brouilhed e 15vet embannadur Ethnologue.

Renablet e vez e ISO 639-3 an holl yezhoù bet renablet dija e ISO 639-1 hag ISO 639-2 oc'h implijout kodoù T ISO 639-2 kentoc'h evit kodoù B seul wezh ma c'heller.

Skouerioù:

Yezh 639-1 639-2 (B/T) renkadur 639-3
Saozneg en eng hiniennel eng
Alamaneg de ger/deu hiniennel deu
Arabeg ar ara makro arb + meur a hini all
Minnan (zh-min-nan) hiniennel nan

D'an 30 a viz Mezheven 2005 e oa bet renablet er brouilhed 7602 yezh.

Implijet e vez teir mammenn evit ar yezhoù da vezañ renablet: diazezet e vez ar roll war ar yezhoù renablet e ISO, bet ledanaat dre ouzhpennañ ar yezhoù a-vremañ e 15vet embannadur Ethnologue 15th edition mui hen yezhoù ha hen rannyezhoù ha yezhoù savet a-ratozh tennet diwar Linguist List.

Graet e vez ISO/FDIS 639-3 eus ar brouilhed diwezhañ-holl bet votet diwar e benn e miz Eost 2006 evit ma vo lakaet e pleustr da vat a-raok fin ar bloaz.

[kemmañ] Makroyezhoù

Kavet a reer e ISO 639-2 56 yezh ma vez graet "makroyezhoù" oute gant SIL [1].

Lod eus ar makroyezhoù-mañ ne oa ket bet renablet evel yezhoù en o-unan e ISO 639-2, d.s. 'ara'. Lod all, avat, a veze renablet ar yezhoù enne unan hag unan dija e 639-2, d.s. 'nno'~'nob'.

Yezhoù zo (d.s. 'arb'), bet renablet evel rannyezhoù ur yezh all (d.s. 'ara') e ISO 639-2 a c'hell bezañ lakaet da yezhoù en o-unan ma vez ezhomm hervez ISO 639-3 evit gallout ober war-dro yezhoù e stadoù diglosek.

Listenn glok ar makroyezhoù..

[kemmañ] Kodoù a-stroll

Dave a ra kodoù zo da sammoù yezhoù peurheñvel kentoc'h evit yezhoù resis. Yezhoù a-stroll avez graet eus ar re-mañ ha ne vezont ket renablet e e ISO 639-3.

[kemmañ] Gwelit ivez

  • ISO 639
  • Listenn glok kodoù ISO 639-3
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -