Ijinerezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Pa studier ur raktres pe greantel pe skiantel pe kevredigezhel e tleer plediñ gant meur a doare-ober e-keñver an teknologiezh, an armerzh, an arc'hantañ hag an dud. An ijinerezh eo ar skiant evit lakaat anezho da c'hoari ingal. An ijinour a dlee bezañ gouest labourat gant meur a ostilh pe meur a ardivink hag eo ivez e garg jediñ ha gwiriekaat.
Lakaat disoc'hoù ar skiantoù da dalvezout evit diluziañ kudennoù fetis, greantel pe bemdeziek eo pal pennañ an ijinerezh. Alies e kemer perzh en imbourc'h skiantel an ijinourien, pe dre bleiniañ raktresoù imbourc'h o tennañ d'un dachenn greantel pe dre blediñ gant perzhioù fetis un imbourc'h.
[kemmañ] Stummadur an ijinourien
Evit resev un diplom ijinour e c'heller studiañ en ur skol-veur pe en ur skol-ijinourien e-pad 4 pe 5 bloaz.
[kemmañ] Micherioù an ijinerezh
- Automategezh
- Dafaroù
- Dasparzhañ
- Dezougerezh
- Endro
- Elektronik
- Energiezh
- Fizik ar c'halonennoù
- Gweledoniezh
- Gwiaderezh
- Houarnouriezh
- Ijinerezh biomezegiel
- Ijinerezh foran
- Ijinerezh kimiezh
- Ijinerezh poelladoù
- Ijinerezh ar morioù
- Ijinerezh urzhiataerel
- Klevidigezh
- Labourioù publik
- Mekanik
- Mekatronik
- Merañ perzhioù mat
- Metallerezh
- Muzulierezh
- Mikroteknikoù
- Nanotecknologiezh
- Okeanouriezh
- Robotik
- Sevel-tiezh
- Tredan