Helle
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Anv Helle, pe welloc'h Hellê ( Ἕλλη e gregach), a gaver e penn kentañ mojenn an Argonaoted.
Merc'h e oa da Atamas ha da Nefele. Heskinet e oa, evel he breur gevell Friksos, gant o lezvamm Ino a vage kasoni outo.
[kemmañ] Gwidreoù
Evit kaout an dizober eus ar vugale e ijinas un taol-gwidre. Deviñ a reas ar greun a oa da vezañ hadet. Klemm a reas ar bobl, spontet gant an naonegezh war wel. Evit gouzout petra ober ez eas un darn da gaout un orakl. Ino o lakas da gontaén gevier, ha da gontañ e oa ret aberzhién Friksos evit habaskaat an douedd konnaret.
Neuze e teuas d'o c'haout Krisomalos, ar maout askellek e groc'hen aour a nije dre an aer, kaset ma oa gant Hermes. Tec'hel a reas Helle gant Friksos war gein al loen.
Siwazh! kouezhañ a reas ar plac'h er mor, er strizh-mor a anver Hellespont abaoe, ma voe beuzet. He breur avat a nijas betek Kolchida.
Hervez Valerius Flaccus e oa deuet da vout un doueez diwallerez ar vartoloded.
[kemmañ] Pennadoù kar
- Ar Maoutken aour.