Gwrac'h
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur wrac'h zo ur vaouez kozh.
- Gwechall e veze graet gwrac'h an holen eus ar vaouez a zouge ar bugel bihan a-us d'ar maen-badez, pa veze roet holen dezhañ gant ar beleg .
- Brudet eo ar gwrac'hed da vezañ desket, war al louzoù dreist-holl. N'eo ket sur e vije gwall sirius an deskadurezh-se atav avat, rak diouzh ar c'hrennlavar: Palastr ar wrac'h Ne ra na droug na mad.
Taolenn |
[kemmañ] Goapaerezh
Un tamm dismegañsus e c'hall bezañ ar ger-se a-wechoù. Goap a vez graet alies ouzh ar gwrac'hed, aliesoc'h gant paotred, eget gant merc'hed yaouank.
- Kaozioù gwrac'hed a zo kaozioù didalvoud.
[kemmañ] Sterioù all
Ur wrac'h zo ivez:
- ur boud er mojennoù :
- ur sorserez
- ur wrac'h-vor zo ivez ur vari-vorgan
- brudet eo kontadenn Émile Souvestre « la groac'h de l'île du Lok », embannet e 1844,
- gwrac'h ar Sadorn da noz, zo ur wrac'h a deu en tier ma vezer o labourat enne d'ar c'houlz-se
- noz ar wrac'h, a zo an noz diwezhañ a viz Genver
- pesked:
- ur pesk anvet gwrac'h, pe Labrus bergylta,
- ur wrac'h-koad, zo ur pesk bras, Polyprion americanus,
- un amprevan
- gwrac'h an diaoul zo lesanv ar c'hwil-kornek
- gwrac'h-lann, gwrac'h-oaled, a vez graet ouzh ul laouenn-dar
- ul labous anvet gwrac'hig, pe gwrac'hig an drez, pe gwrac'hig-an-deiz.
Ouzhpenn-se e vez implijet ar ger evel anv-gwan:
- bezañ gwrac'h gant un dra zo bezañ sot gantañ.
[kemmañ] Gerioù deveret
- Gwrac'hat, a zo kozhañ pe koshaat, gwelout kozhni
- Gwrac'hellat, a zo
- kontañ kaozioù gwrac'hed, kaozioù toull, gwrac'hach
- kozhañ pe koshaat (gwelout kozhni)
- koll liv, kened, evit ur vaouez
- roufennañ
- gwrac'henniñ, a zo roufennañ
- gwrac'hennoù, a zo roufennoù, merkoù ar gozhni
- gwrac'herezh, a zo kozh kaozioù, pe gwrac'hach
- gwrac'heta, a zo pesketa gwrac'hed
- gwrac'hiñ, zo kontañ kaozioù, evel ur vaouez kozh, ha lavarout traoù sot alies,
- diwrac'hiñ un den zo kement ha disorc'henniñ anezhañ.
- kozhwrac'hiñ a zo dont da vezañ plac'h yaouank kozh.
- skav-gwrac'h zo ur seurt gwez.
[kemmañ] Krennlavaroù
- Gwrac’h klemmus, Gwrac’h padus. N’eo ket peogwir e klemm ar wrac’h emañ o vont da vervel.
- Ken alies a wrac'h, ken alies a geusteur. Krennlavar kar da « Kant bro kant giz, kant plac'h kant hiviz».
- Palastr ar wrac’h ne ra na droug na vad.