Gabriele Malagrida
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Gabriele Malagrida a zo bet ur misioner ha jezuist italian, ganet d'ar 5 a viz Kerzu 1689 e Menaggio (Italia) ha marvet d'ar 21 a viz Gwenholon 1761 e Lisbon (Portugal).
War-lerc'h mont da jezuit d'an 23 a viz Here 1711 e voe kaset da visioner da Vrazil e1721.
Barnet e voe da varv dre serramant ha da vout devet war ar buched gant lez-varn an Inkizision .
Avielañ a reas Indianed Brazil, ha dreist-holl e stadoù Maranhão ha Pará, abostol ar feiz ha prezeger kalonek hag entanet, ma veze graet «abostol Brazil» anezhañ, war-lerc'h dezhañ ergerzhout Maranhão, Pará, Baía ha Pernambuco.
Dont a reas da Lisbon e 1750, eno e voe p'edo ar roue João V a Bortugal war e dalaroù, hag e chomas betek 1751. Neuze e tistroas d'ar Maranhão , ma chomas betek 1754, hag er bloavezh-se e tistroas da vat da Portugal, war c'houlenn D. Mariana de Áustria. Gallout a reer lavarout e voe ar brasañ fazi a reas en e vuhez.
Deol evel ma oa, pa deuas kren-douar 1755 (an hini a zo kaoz anezhañ e levr Voltaire, Candide), e kavas mat kemer e dro da vroudañ tud Lisbon da gemm o doareoù-bevañ.
Feuket gant an displegadur, a lakae ar gwallreuz war-gont abegoù naturel, a veze skignet war follennoù embannet gant ministr galloudus ar roue José I a Bortugal, Markiz Pombal, e skrivas ul levrig anvet Juízo da verdadeira causa do terramoto (1756) ma lavare e teue ar c'hren-douar evel ur c'hastiz a-berzh doue ha ma lavare e oa ret diboaniañ ha frealziñ ar paourkaezh tud diannez gant prosesionoù hag oberoù a feiz.
Ar markiz avat ne gavas ket skrid Malagrida d'e c'hrad, rak kavout a rae dezhañ e oa damveneg anezhañ el levr, ha bezañ dislavaret ne blije ket tamm dezhañ. Setu ma roas urzh da Malagrida da vont en harlu da gêr Setúbal. E-kerzh e harlu e teuas kalz tud d' e gaout, hah en o zouez an tiegezh Távora, en devoa markiz Pombal kement a gasoni outañ.
Ar gwalldaol (ma c'haller krediñ e oa bet unan) a c'hoarvezas d'an 3 a viz Gwengolo 1758, ha prosez ar re Távoras a voe da-heul a roas tro da varkiz Pombal da noazout ouzh Malagrida gwashoc'h eget biskoazh ha d'en diskuliañ d'an Inkizision evel falsprofed, impostor e , gwashoc'h eget pep tra, da vezañ disivouder, pezh a dalveze kement ha bezañ devet en bev.
Kozh, skuizh gant al labour hag ar prizon, e kollas e skiant, en ur genderc'hel da zifenn pennek e gredennoù.
Goulennataet e voe gant Inkizision Lisbon ha war-lerc'h ur prosez, a voe ur vezh an doare ma voe kaset da benn hervez an istorourien, e voe tamallet dezhañ bout disivouder, ha kondaonet da vezañ gouzougwasket, ha devet e tan auto-de-fé an 21 a viz Gwenholon 1761, er Rossio, leurgêr kreiz Lisbon.
Hervez ar filozofour gall Voltaire en e levr Candide, «war bern ar re a ziskiantegezh e voe taolet ar re a euzh ».