Frañsez Kervella
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Frañsez Kervella, François-Marie Kervella en marilh ar boblañs, ganet en Dirinonn (Kerne - Penn-ar-Bed) en 1913, marvet en Lannuon en 1992. Anavet eo ivez dindan e anv-pluenn Kenan Kongar. Douarour eo ha skrivagner brezhonek, anavezet eo dreist-holl evel yezhadurour brezhonek. Er gelaouenn Gwalarn e kemeras perzh.
Un den all ar memes anv gantañ a oa o vevañ en amzer-se ha kemeret en deus perzh en Emsav ivez : Frañsez Kervella-Kernu a reer eus hennezh evit ma ne vefe ket kemmesket an daou.
Taolenn |
[kemmañ] Bugaleaj ha yaouankiz
Savet eo bet en ur familh baour o chom war ribl an Elorn e Dirinonn, war harzoù Loperc'hed, ha ne veze komzet nemet brezhoneg er gêr. Goude marv e dad er brezel-bed kentañ, pa oa pevar bloaz, ar bugelig a voe disklêriet minor eus ar stad ha desavet gant e vamm hag e dud-kozh.
Goude studioù war ar skiantoù e teu da vezañ douarour hag ez a d'ober enklaskoù evit kavout eoul-maen en Afrika (Gabon hag Aod an Olifant).
[kemmañ] Eil brezel bed
Da heul an dekred kemenn da zivodañ ar Parti National Breton d'an 20vet a viz Here 1939 eo preizhet e levraoueg. En 1940 e kemer perzh er Bretonische Regierung e Berlin. Evit goût hiroc'h
Kemer a ra perzh en adreizh an doare-skrivañ peurunvan en 1941. Ezel eo en Framm Keltiek Breizh en 1942.
[kemmañ] Goude ar brezel
Eurediñ a ra Yvette Le Dret (Ivetig an Dred-Kervella) en 1947. Asambles gant e bried eo en em lakaet da vat da gas ar brezhoneg war-raok : kenlabourat a ra gant lies kelaouenn, skrivañ a ra e-barzh Barr-Heol hag Al Liamm. Pevar bugel a zo bet, Erwan, Annaig, Riwanon ha Divi.
[kemmañ] Embannadennoù
- Yezhadur bras ar brezhoneg Skridoù Breizh - Ar Baol. 1947, Al Liamm, 1976, 1995. Sellet e vez ouzh an oberenn-mañ evel unan deus gwellañ yezhadurioù brezhonek bet skrivet biskoazh, abalamour ma'z eo displeget ar brezhoneg dre ar munud.
- Ar c'havr hag he givri bihan, hervez ar Grimm Al Liamm. (troidigezh) 1961.
- Diazezoù ar sevel gwerzioù. Brest. Al Liamm - Brest. 1965.
- Gerioù diazez ar brezhoneg. Hor Yezh - Brest. 1969.
- Méthode nouvelle de breton = Hent nevez d'ar brezhoneg. Brest : Hor Yezh ; Al Liamm. 1971.
- An nadozig vurzhudus. Al Liamm. 1976. gant Roger Judrin, troet gant Kenan Kongar
- Yezhadur. Hor Yezh - Lesneven. 1979. (gant Jean-Yves Urien, Yann Desbordes)
- An den etre an anken hag an ankoù, etre an neñv hag an ifern, gwelet a-dreuz darn eus ar c'hantikoù. Hor Yezh - Lesneven. 1981
- Barzhonegoù. Al Liamm - Brest. 1982. Embannet a-dammoù e-barzh : "Gwalarn", 1933-1944
- Nouvelle méthode de breton = Hent nevez d'ar brezhoneg. Ouest-France - Rozahon. 1984. skeud. gant Erwan Kervella, 1993, 1997
- Dindan gouriz ar bed (e Bro an okoume). Lesneven : Mouladurioù Hor Yezh, 1985.
- An ti e traoñ ar c'hoad : eñvorennoù bugaleaj. Lesneven : Mouladurioù Hor Yezh, 1990.
- Skridoù Frañsez Kervella. Al Liamm. 1993. Notennoù ha pennadoù skrivet gant Frañsez Kervella etre 1930 ha 1941 kinniget gant Per Denez