Formulenn dispak plaen
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
[kemmañ] Termenadur
Er gimiezh volekulel ez eo ar formulennoù dispak plaen formulennoù a ro titouroù diwar-benn arenkamant an atomoù a gompoz ar molekulennoù. Dre ma vezont taolennet a-blaen ne roont ket titouroù diwar-benn arenkamant gwir an atomoù en egor. Peurvuiañ e vez taolennet a-skouer (90º) an ereadoù etre an atomoù, met evit bezañ skaeroc'h e vezont taolennet a 120º a-wezhioù.
Natur an atomoù a vez meneget gant simboloù deuet eus taolenn beriodek an elfennoù hag an ereadoù etre an atomoù gant unan pe meur a dres diouzh ma vez simpl pe liesek ar re-se.
[kemmañ] Un nebeud formulennoù dispak plaen
An dour (H2O) :
H - O - H
Ar propan (C3H8) :
H H H | | | H - C - C - C - H | | | H H H
An etanol (C2H6O) :
H H | | H - C - C - O - H | | H H
An etilen (C2H4) :
H H | | C = C | | H H
[kemmañ] Gwelet ivez
- Ar sistemoù diseurt da daolennañ ar molekulennoù
- Ar c'hevatalennoù kimiek
- Ar gimiezh organek
- Ar gimiezh vineralek
Taolennadur ar molekulennoù |
---|
Diaoz - Lewis - Dispak plaen - Damzizpak - Topologel - Cram - Newman - Fischer - Haworth Gilbert Newton Lewis - Hermann Emil Fischer - Walter Norman Haworth |