Flegyas
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Flegyas (Φλεγύας / Phlegúas e gregach), mab da Ares ha C'hrise, a oa roue al Lapited.
Daou vugel en doa: ur mab, Iksion, hag ur verc'h, Koronis , a voe serc'h da Apollon.
[kemmañ] Mojenn
Pa oa brazez Koronis eus he mab ec'h orgedas ouzh Iskis, mab Elatos. Pig pe vran a gan, hag ur vran a eas da gontañ an doare da Apollon . Hag an doue dogan da gas e c'hoar, ar werc'hez Artemis, da lazhañ Coronis gant he saezhoù.
Flegias a oa dirollet gant ar gonnar a eas da c'hwezhañ an tan e templ Apollon e Delfi, un dra ne blijas ket tamm da Apollon, ma lazhas e dad-kaer.